singulier. Un deiz ispicial e oue remerquet ar sant-mâ en e gampr var e zaoulin, hac extasiet e presanç ar mabic Jesus pehini a apparissas dezàn visiblamant.
Erfin, oc’h en em santout clàn, goude beza recevet e sacramanchou gant ar fervor hac an devotion ordinal d’ar sænt en e heur diveza, e tremenas eus ar vuez-mâ d’ar repos eternel, er bloaz 1231.
Daou vloaz ha tregont goude e varo, an habitantet a Badou a reas sevel e relegou evit o zransporti en un ilis caër o devoa savet en e enor. Pa voe digoret ar bez, e oue cavet e deaud, pehini en devoa servichet da gonvertissa quement a heretiquet hac a bec’herien, fresq beo ha ru evel ar ros.
Pidi a reer ar sant-mâ e meur a ezomou, ha particulieramant evit caout an traou dianquet.
Sant Anton a Padou a varvas yaouanc, d’an oad a c’huec’h vloaz ha tregont ; cousgoude grêt en deus ur mad infinit en e vuez. Pa servicher Doue gant fervor, ha pa ne garer nemet-àn, e avancer cals er vertuziou e neubeut amser, hac e proculer cals a c’hloar da Zoue.
Sant Basil, guinidic a Gapadoç, mab da santes Emelii, ha breur da sant Gregor escop eus a Nyss ; en em rentas habil meurbet en oll squianchou, en ur studia er guær a Atheen. Mæs o veza deut souden da aznaout peguer væn eo ar squianchou humen, e quemeras ar resolution d’en em rei oll d’ar studi eus ar scritur santel.
En em retira a eureu en ur solitud e provinç ar Pont, e pelec’h e praticas mortificationou dreist-ordinal, en hevelep-fæçoun ma teuas quer castiz, ne oa ne-