Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/405

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398
14 viz Even.
Sant Basil.


6. Examinit diouz an nos ar pez hoc’h eus grêt epad an deiz, hoc’h œuvrou, comsou, songesonou ; ha comparaichit an eil devez gant eguile, evit guelet ha c’hui a zeu a dren, pe c’hui a avanç en hent eus ar silvidiguez.

REFLEXION.

Mar d’hoc’h sourcius eus ho silvidiguez, e tleil examina ho coustianç bemnos abars mont da repos : en examen-ze e remercot evel en ur millouer fidel an oll imperfectionou eus hoc’h ene. Sourci hoc’h eus da sellet piz ma ve un taich, var ho pisaich, evit e lemel rac-eon ; na dleit-hu quet eta ive, ha gant muy a ræsoun clasq an taichou hac an imperfectionou pere a rent hoc’h ene disagreabl da Zoue, evit o lemel eus ho calon, hac en em gourrigea anezo ?

Mar en deus sourci un den a affer da regli e afferiou bemdez, gant aoun da ancoeout un dra bennâc pe da fazia, pebes sourci na dleit-u quet caout da regli ar gont vras a rencot un deiz renta da Zoue eus hoc’h oll actionou, hac eus an oll graçou ho pezo recevet digantàn en ho puez ? Evit ober ervad eta un examen quen important, goulennit da guenta digant Doue e sclærigen hac e c’hraç evit aznaout ho pec’hejou, ec’his ma raï deoc’h o aznaout en heur eus ho maro. Goudese songit pelec’h oc’h bet, gant pe seurt tud oc’h bet, evit aznaout guell a-se quement hoc’h eus grêt, epad an deiz. Examinit pe seurt fautou hoc’h eus grêt, dre actionou, comsou ; desirou, songesonou. Goude hoc’h examen en em excitit d’ar gontrition, ha quemerit ur resolution ferm d’en em gourrigea. Songit ivez er moyenou d’en em breservi dious ar pec’het en amzer da zont. En em liquit er stad e pehini e tesirrac’h beza cavet en heur eus ho maro. Ho puez a dremeno evel ma ze tremenet an deiz-se, ha marteze an deiz-se eo an diveza eus ho puez. Ha c’hui garre mont dirac Doue heb beza goulennet pardoun digantàn ? Mar ho pe bet en hoc’h examen an eur da ober un act a Gontrition parfet, ar Gontrition-ze a ell supplei e defaut sacramant a binigen, ma veac’h surprenet gant ur maro subit.