Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Maë.
361
Sant Mammert.

universel d’e fratica ; ha cetu ar pen-caus ma reer c’hoas vigil ha processionou en tri dez hanvet ar Rogationou pe ar C’horaïz bian.

Sant Mammert a vevas a-neuse gant e bobl en ur peoc’h bras ; ha goude beza labouret bete fin e vuez gant ur zêl e guirionez apostoliq evit sanctifia an eneou lequeet gant Doue en e garg, ez eas da receo e recompans ebars en eê, er bloaz 468.

REFLEXION.

Ar pedennou hac an daëlou a so ur remed mad a-enep an afflictionou Publiq. En em servichit ivez anezo en hoc’h ezomou particulier, quên spirituel quên temporel.

Eil Reflexion. Sant Mammert a etablissas en e Escopti processionou ar Rogationou. An ilis e deus heuliet ar memes custum : e observi a ra c’hoas hirio an deiz, hac a raï en amser da zont. Liquit ur guiz pe ur gustum vad en ho ty, hac ho pezo ar gonsolation da velet goudese ho pugale o viret ar memes custum, pa vezint un deiz en o zieguez o-unan. Dre exempl, quemerit ar gustum vad da lavarer bemnos ar pedennou e commun, ha memes, mar deus moyen, ar pedennou dious ar mintin : en em accustumit da gaç muya ma allot eus a dud ho ty d’an ofiç divin : na soufrit quet en ho ty assambleou pe c’hoariou nos, ha, mar gouzoc’h lenn, grit bemnos ul lectur devot bennâc e presanç an oll.



An eizvet var-nuguent a viz Maë.


SANT GERMEN, ESCOP EUS A BARIS.


————


Ar Sant-mâ a voe ganet e Bourgogn. Petra bennâc m’en devoa a vianic un natur vad hac un inclination vras evit ar vertu, e voa cousgoude rebutet, ha goal-dretet bras gant e vam dre ur faltasi estranch,