Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
362
27 Maë.
Sant Germen.

pe dr’en abec marteze m’e devoa cals a vugale ha neubeud a vadou. Quemense a reas dezan mont da gaout unan eus e guerent, pehini a oa un den santel, ha pehini en recevas gant carantez. Beva a rezont assambles meur a vloaz ec’his daou religius. O solitud a oa pell dious an ilis ; mæs evit-se ne vanquint morse da ofiç ebet. Nac ar glao, nac an ærc’h, nac an incommoditeou-all eus an amser ne voant quet evit o arreti ; hac e tremenent ar rest an deiz an oræsoun pe o lenn levriou santel.

An escop eus ar guær a Autun, o veza deut da aznaout ar vertuz hac ar milit bras a Germen, en roas evit Abad da religiuset couent sant Symphorien. O veza Abad e lequeas un urz admirabl en e abati, hac e exempl a inspiras ar fervor d’e oll vreudeur. Ar brud eus e santelez hac eus e alusennou bras a zeuas bete ar Roue Childebert, pehini a goncevas un istim quer bras evintâ ma er choasas evit escop eus a Baris, ha ma roas dezàn ar garg da zistribui an alusennou en devoa custum da ober d’ar re baour eus e Rouantelez.

Ar Roue charitabl-mâ, goude ur c’hlènvet bras, a behini Sant Germen en rentas pare, a reas ur presant caër d’an ilis a Baris, evelma ze ispliquet en e liserou-patant pe liserou-roue er fæçoun-mâ : An den apostoliq hon tad Germen, escop a Baris, en deus desquet deomp en e bredicationou penaus queit ha ma vevomp var an douar e tleomp bepret songeal en eê ; recommandet en deus deomp ispicial quemeret sourci eus an ilis, hac ober cals a alusennou ; ha roet e deus e-unan deomp an exempl a guemense : ar Prelat saniel-mâ oc’h ouzout e voan clàn bras, e castel Ceel ehars Melun, a zeuas d’am guelet. Goude m’en devoa tremenet an nos en oræsoun evidon,e astennas e zorn varnon, ha n’en devoa quet quent touichet ouzon ne voen pare. Evit aznaout ur c’haç quer singulier en deus græt an Autrou Doue din, dre e servicher fidei, e roàn d’an ilis a Baris an douar eus Ceel, e pelec’h em eus recevet ar yec’het.

Ar Roue a reas ive sevel ilis Sant Vincant, hanvet