bras. Peguer clàn n’oude quet eta, va c’halon, ma ne doud quet touchet na tenereet, pa dostees ous an Daul santel, pa receves da Zoue, ha pa en em unisses gantàn !
oulennit hac e recefot, a lavar deomp Jesus-Christ
en Aviel evit hon exhorti da bidi ; mæs mar
fell deomp receo ar graçou a c’houlennomp, e rencomp
o goulen er fæçoun m’en deus græt Sant Mammert
a beini e alleur lavaret quercouls ac eus ar Profet
Moyses : Doue en deus chezlaouet e vouez, ac
exaucet e beden.
Ar Sant-mâ a veritas dre ar santelez eus e vuez beza choaset evit Escop eus ar Guær a Vieen en Daufine, ha beza oa leun a garantez ac a druez ous e bobl. An tan o veza croguet e Quær, e savas ur flam quen terribl, ma oa danger bras na vize ar guær-oll rentet e ludu. Ar Pastor santel r creiz un affliction quer bras en devoe recours d’ar beden, hac en ur sevel e vouez e tresec an Eê, e lavaras gant ur fizianç vras : ah! va Doue, ho pezit truez ous ho pobl. N’en devoa quet achuet-mad e beden, ma teuas an tan da vouga, ha dre ar voyen-ze e oue saveteet ar Guær-oll.
An Escop santel o velet en devoa chezlaouet Doue e beden, a falveas deza disquez e anaoudeguez-vad evit ur faveur quer caër : hac evel ar c’hraç en devoa recevet a oa general ha publiq, e fallas dezan e vize rentet ive actionou a c’hraç publiq ha general. Ordren a eure-ta ma vize græt dre Guær tri frocession solennel d’an tri devez arauc gouel an Asçansion, ha ma vize an tri dez-se consacret d’ar beden ha d’ar binigen : ar pez a oue observet. An devotion-ze a oue quen emprouet gant an oll ma teuas an ilis