dre temptationou horrubl ; mæs an tourmant-se a sante Madalen Pazzi en he ene, ne servichas nemet evit elumi davantaich carantez Doue en he c’halon dre an abandoun a ree anezi he-unan etre daouarn an Autrou Doue, ha dre he fidelite ac he ferseveranç da bratica he oll exerciçou devot. Ar servicheres fidel-ze da Zoue ne gave na consolation na peoc’h ebet, cousgoude he c’houraich, hac ar garantez divin pehini a voa evel cuzet e gouelet ene, a ree dezi en em offri da Zoue evit soufr c’hoas davantaich a boaniou evit e c’hloar. Descomp dre an exempl-mâ penaus ne dleomp quet coll couraich, na quitaat hon exerciçou devot pa bermet Doue e vemp afliget dre boan speret pe dre an demptationou ; neuse eo e tleomp disquez dezàn hor fidelite. Ret e servicha Doue en amser ma teu d’hon eprouvi, en amser ma seblant hon abandoni, en amser ma teu d’hon treti gant ruster en apparanç, evel en amser ma plich gantàn hor c’harga a joa ac a gonsolation. Clascomp plijout da Zoue, hep clasq hor c’honsolation hon-unan ; clascomp gloar Doue hepquen ; clascomp Doue hepquen.
r Sant-mâ, Fondator eus ar Gongregation an Orator
en Italy, a oa guinidic eus a Floranç. O veza c’hoas
yaouanc e collas e vam ; hac, ec’his m’en devoa un
natur vad ha douç, e tougas bepret ur respet bras
evit e les-vam, pehini e recompans er c’haras ive bepret
evel he mab propr.
Mont a reas da achui e studi da Rom, e pelec’h e voe consideret evel unan eus an habila Theologianet, hac unan eus ar brassa Sænt eus e amser. E Santelez a vrille bete var e bisaich ha var e oll exterior. Bemdez e bisite ar seiz Ilis eus a Rom, hac alies e tre-