mene un darn vras eus an nos er vered en oræsoun var beziou ar verzerien santel.
D’an oad a dri bloas var-nuguent e renoncas da bep commerç gant ar bed, evit en em rei oll d’an œuvrou a garantez. N’en em gountante quet da sicour ar re glàn en hospilaliou, ar beaurien mezus en o zyer, hac ar brisonerien, guelet e vihe bepret en action evit proculi dezo pep seurt soulageamant digant an dud vad.
Dre oboissanç, hac en despet d’e humilite en em rentas bælec d’an oad a c’huec’h vloas a tregont. Lavaret a ree an offeren gant ur fervor quer bras ma seblante beza ravisset hac extasiet, ha meur a veich ez-ê bet guelet o chom e creiz e oferen bete un heur a amser heb flaich, gant ur visaich ru-dân. An daëlou douç pere a scuille neuse a roe avoalc’h da aznaout an ardor eus ar garantez divin pehini a enflamme e ene.
Goude beza tremenet loden vad eus an nos en oræsoun, e lavare an oferen da c’houlou-deiz, ha diouc’htu en em lequee er goessionnal, e pelec’h e chome lies a veich bete an nos var yun.
Evel ma teue cals a dud d’e gaout, evit goulen e avis var o afferiou a goustianç, e coumansas da ober dezo instructionou e commun ; ha bepret e aichue an instruction dre ur beden public. O velet e cresque bemdez ar foul da zont da glevet e instructionou ; e quemeras bæleyen devot hac exemplus bras evit e sicour en exerciçou santel-ze. Ha cetu penaus e coumansas ar gongregation e væleyen, hanvet Tadou an Orator.
Doue a zisquezas ar santelez eus e servicher fidel dre gals a vurzudou, memes epad e vuez. Un devez o cridi rei da leina da ur paour ous e daul, e remercas ez oa un æl, pehini en ur zisparissa, en lesas en ur ravissamant bras. Ur veich-all e c’halvas da un heur goude hanter-nos unan eus a dadou e gongregation evit mont da visita ar re glàn en hospital ; an tad-ze a represantas dezàn e troublez repos an dud clàn. Iit, eme ar sænt, heb dale. An tad a oboissas, hac, en ur antren en Hospital, e velas un den prest