he Oræson, ac he vize clevet alies o lavaret : O carantez ! o carantez ! Ha possubl eo hoc’h anaout heb ho caret, o carantez divin !
Beva a reas meur a vloaz divar bara ha dour, mæs ne voa quet eno ar brassa poan e devoe da soufr. Doue evit purifia he vertu ha cresqui he milit, a bermetas ma voe affliget dre boaniou speret. Epad pemp bloaz e voe tourmantet gant tentationou horrubl, pere ne roent repos ebet dezi na deiz na nos ; he ene a voa en un desolation ar vrassa ; ne ree he oll exerciçou nemet gant dic’hout ha dre ur boan vras, ar pez a ree dezi soufr ur Verzerinti cruel. Mæs seul-vrassoc’h ma voa he foaniou, seul-fidelloc’h e voa d’en em acquitta eus he dever hac eus ho oll exercicou a zevotion, ac e lavare alies en ur vouela : roït din, ô va Jesus, c’hoas davantaich a boan mar de ho polontez.
Doue he c’honsolas erfin, en ur lacât en he ene, goude un desolation hac un tourmant quen terrubl, ur peoc’h bras ; he ene a voe a-neuse carguet a joa hac anflammet-oll dre ar garantez divin.
An desir ardant e devoa eus a silvidiguez an eneou, a ree dezi ober bemdez pedennou ha pinigennou evit conversion ar bec’herien. En amser ened ispicial, e double he fedennou hac he mortificationou ; hac an deveziou-ze a voa evit-i deveziou a c’hlac’har hac a zaëlou.
Erfin uset dre ur c’hlènvet anquennius, ha consumet muy dre an ardor eus ar garantez divin evit dre ar soufrançou, e rentas e speret eürus d’he c’hrouer er bloaz 1607, d’an oad a ur bloaz ha daou-uguent.
Doue a zisquezas he Santelez dre gals a Viraclou pere a c’hoarvezas var he bez ; ha conservi a rêr c’hoas hirio gant ur respet bras he c’horf santel, pehini a so chomet heb corruption.
Ur galon quer pur, un ene quen innoçant, ur Santes ! goude beza græt mortificationou bras, a so affliget en ur fæçoun estrainch dre boaniou speret, ha tourmantet