r Santes-mâ, guinidic a Floranç, ne gave quet
en am-ser ma oa bianic, caëroc’h pligeadur evit o
clevet lenn Buez ar Sænt, hac ober Oræson en e
c’hampr dirag e Orator. Un devez ma voe goulennet
digant-i petra a ree eno queit amser, e respontas :
goulen a ràn digant Doue ma pligeo gantàn disqui din
ar pez a dleàn da ober, hac ar pez a ve agreapla d’e
Vajeste divin.
D’an oad a seiz pe a eiz vloaz e coumanças ober mortificationou bian, ha memes da yun aviziou. Petra bennâc ma cuze quemense guella ma alle, he mam e remercas hac e devoe attantion goudese da voderi fervor ur c’hrouadur quer yaouanc.
He c’hoessor oc’h aznaout he furnez, he devotion hac e desir ardant d’en em unissa gant Jesus-Christ dre ar Gommunion santel, a bermetas dezi ober he c’henta Communion d’an oad a seiz vloaz. Goude ma e devoa recevet ur c’hraç quer bras, na grede quet e vihe eürusdet er bed par d’e hini ; ac evit trugarecât he Salver eus ar faver-ze, en em gonsacras dezàn, en ur ober veu a chastete.
Da zaouzec vloaz, evit en em renta agreaploc’h da Zoue, e coumanças cousquet var ar c’halet ha da gastiza he c’horf dre bep seurt pinigennou. Ar guêl eus a Jesus-Christ var ar Groas a inspire dezi pep deiz ur vortification bennâc, ha tremen a reas un nosvez-oll gant ur Gurunen spern var he fenn, pehini a ree dezi santout ur boan hac un anquen estranch.
E tro an oad a seitec vloaz, en em rentas Leanes e Couent Santes Mary an Ælez eus a urz Carmes. En daou vloaz quenta goude m’e devoa græt Profession, e vihe casi bemdez ravisset hac extasiet epad