mâ : O va Doue ô va c’harantez, perac ne allàn-me quet ho caret quement ha ma er militet !
Eus ar garantez vras-ze en devoa evit Doue e teue ar garantez tener en devoe bepret evit ar beaurien, n’er gueler nemeur nemet en o c’hreiz ; ha bepret e vize ur vanden dud paour en dro d’e goessionnal.
E zêl a oa re vras evit beza renfermet er Brovinç a Languedoc ; labourat a reas ouspense er Vivare, hac e cals a garteriou-all, pere ne heanint jamæs da bublia al labourou hac an effejou burzudus eus e zêl aposloliq. Parea a reas daou zen dall ; dilivria a reas e Marlhes un den possedet ; e Monregar e convertissas d’ar feiz an Itron brudet a Romezin, hac e Monfaucon e servichas ar re glàn gant ar vocen.
En ur vont da rei ar Mission e parres Louvesc e zastumas ur c’hlènvet, daou zez abars Nedelec ; en despet d’ez rouc e reas teir instruction da vouel Nedelec, ha teir-all antronôs, ha coess ouspense cals a dud ; erfin e teuas quer simpl ma voe ret e zouguen d’ar prespital. E gouraich a reas dezàn coess c’hoas eno hinienou, pere a oa eet d’e heul. Mæs e nerz o vancout dezàn, e voe contraign d’en em lacât en e vele. Tremen a reas an nemorant eus an amser en un oræsoun continuel ; ha goude beza recevet e oll sacramanchou, en ur zerc’hel e zaoulagad parfet var e grucify, e rentas e ene santel d’e Grouer, d’an deiz diveza eus ar bloaz 1640, oaget hebquen a dri bloaz ha daou-uguent hac unnec miz.
Regis na hentas morse en e yaouanctis nemet bugale ha scolerien devot hac a exempl vad ; quemense er sicouras cals da gonservi e innoçanç. Ma carre an dud yaouanc choas mad o mignounet, ha ma ne hentent nemet ar re fura ha vertuzussa eus o oad, ne goueffent quet e quement a zisurzou. Ne faut nemet ur c’hompaignon fall pe vicius, evit corrompi hac evit coll ar pura hac an innoçanta ene.