r Servicher bras-mâ da Zoue a oue ganet en ur
guær vian a Escopti Narbon ; epad ma oa er scol hac
ne hentas morse nemet bugale pe scolerien vertuzus
ha devot ; quemense ive er sicouras cals da gonservi
e innoçanç. Goude m’en devoa achuet e scoliou,
en em rentas Jesuist. O veza bet lequeet da zisqui,
e poanias er memes amser da renta e scolerien habil
ha devot ; ur sourci bras a guemere anezo-oll, mæs remerqui
a rezeur bepret penaus e care muy ar re
baoura.
An desir ardant en devoa evit silvidiguez an eneou a reas dezàn goulen permission da vont d’ar C’hanada etouez ar sauvaget, evit o instrui ac o c’hounit da Zoue ; mæs Doue en devoa e zestinet evit sanctifia hor Provincou, hac evit renouveli en hon amser ar burzudou o devoa græt an Dud Apostoliq er gommancamant eus an ilis.
Coumanç a reas da rei Missionou e Languedoc, e pelec’h e reas ur mad infinit quên dre e instructionou, quên dre an exempl eus e vuez santel. Cundui a ree ur vuez tenn ha poanius meurbet. En em gavout a ree abars an deiz en ilis, e pelec’h, goude ar beden dious ar mintin, e ree un instruction d’ar bobl ; goudese e lavare an Oferen, ac e prezegue diou pe deir gueich bemdez ; tremen a ree an nemorant eus an amser o coes ; ar visitou a ree d’ar re glàn hebquen, a serviche dezàn evit disquya. Ar goàn, ar sorn, an ærc’h, ar glao hac ar frim ne oant quet capabl da yenât an ardor.
Ar Missioner santel-mâ e oa quen anflamet dre ar garantez divin, ma vihe alies ravisset e galon, ha ma vihe clevet o lavaret e creiz e fervor, ar c’homsou--