ceo a reas e Sacramanchou gant un devotion pehini a douchas calonou an oll assistantet. Erfin leun a garantez Doue, leun a vertuz ha carguet a vilidou, e varvas er bloaz 1130, etro an oad a pemp bloaz hac hanter-cant.
Souden goude ma varvas, Doue a reas da aznaout gloar e Servicher fidel dre un nombr bras a Viraclou a reas e faveur ar re a visite e Vez.
Daou-uguent vloaz goudeze e voe savet e Gorf eus a Vered Sant Andre, evit e lacaat en Ilis en ur plaç enoraploc’h. Pa goumancezeur toulla, ar c’hleïer a gommanças da sôn anezo o-unan ; ur bobl infinit pehini a oa en em assamblet, a voe test eus ar Miracl-mâ ; ouspense cavet voe e Gorf en e bez, ha quer fresq evel pa vize bet leun a vuez : transportet e voe gant ur solennite vras en Ilis e pelec’h ema c’hoas, abaoue ouspen c’huec’h-cant vloaz quer fresq ha quer caër evel ma voa neuse.
Ar Roue a Spaign, Philip trede, en devoa quemeret cals a sourci evit pidi ac evit hasta ar Pap Paul pempet da Ganonisa al Labourer santel-mâ : e boan na chomas quet pell heb recompans. Ar Roue o tont eus a Lisbon a gouezas quer clan ma tisespere ar Vediciner eus e yec’het : ar pez a lacâs un dristidiguez vras etouez an oll. E creiz an desolation-ze e teuzont da gaout recours da Intercession Sant Isidor ; hac an Autronez guenta eus ar Guær a Vadrid a ordrenas ma vize douguet an Archet e pehini e conservet e Gorf Santel, d’ar Guær e pehini edo clân ar Roue : an neventi-ze a reas ur joa vras d’an oll, dre ar fizianç o devoa e Protection ar Sant ; pep-unan en em breparas prount evit assista er Procession : biscoas Ceremoni ne voe solennoc’h. Seblantout a ree quent da un Triomf eguet da ur Procession : an Archet a voa var ur Brancard ornet gant ur magnifiçanç vras : an dud a Ilis hac a noblanç var marc’h o touguen pep-hini ur c’houlaouen coar, gant ur c’hân hac ur musiq melodyus : un nombr bras a C’harossou a zeu varlerc’h, hac ur bobl infinit pehini a gresque bepret. Da un hanter leo eus a zemeuranç ar Roue