e tigoueas ouspen c’huec’h mil den quên Beleyen, quên Religiuset ha re-all, pere a zeue e Procession eus ar C’hæriou divar-dro hac en em lacaas e renq gant ar re-all. Map ar Roue gant ur gompaignunez enorabl a zeuas ur royat en hent evit diguemeret ar Relegou hac o accompaigni bete cambr e Dad, e pelec’h edo an oll Famil Royal. An Arc’h, douguet gant pevar Bælec ar re gonsiderapla a Ilis Madrid, a voe poset var un Trôn. Ar Roue pehini a voe bet delivret dre ur Miracl dioc’h an derrien, er memes instant ma sortias an Arch eus a Ilis Sant Andre, en em gavas pare parfetamant querquent ha ma antreas er gambr hac a rentas actionou a c’hraç da Zoue ha d’ar Sant gant santimanchou bras a aznaoudeguez-vad.
Goudese e voe disouguet an Archet e triomf d’ar Guær a Vadrid gant ar memes magnificanç ha gant ur rejouissanç dreist-ordinal. Biscoas Roue ne recevas quement a enor evel ma voe rentet da Gorf al Labourer santel-mâ.
Er bloaz varlerc’h e voe lequeet ar C’horf santel en un Archet preciussoc’h, evit ober pehini e voe impliget tregont mil scoet eus a aour pur.
Al Labourer paour-mâ eus ar memes stad evel an darn-vuya ac’hanoc’h, a so deut da veza ur Sant bras heb sortial eus e dieguez, ac eus e gondition. Petra vir ouzoc’h-u na zeut d’en em sanctifia ivez hoc’h-unan ? Hac an ambaras eus ho labour ac eus ho tieguez eo hoc’h ampeich ? Rentit da guenta da Zoue ar servich a dleit dezàn, ha Doue a raï dre e venediction ma prospero pep-tra gueneoc’h.
Eil Reflexion. Sant Isidor en ur servicha Doue, en deus servichet mad e Autrou. Peguement a Vistri a ve contant eus o servicherien, ma o defe sourci d’o lacaat da servicha Doue ervad !
Trede Reflexion. Oll gloar ar Brincet a so rentet e ludu ebars ar Bez, elec’h ma vezo guelet bete fin ar bed eharz treit al Labourer santel-mâ ar brassa Rouane