bennâc, ispicial un Ilis d’an Itron Varia, e pelec’h e cleve an Oferen, ac e ree Oræson gant un devotion fervant.
Tud goal-intantionet a reas da entent d’an Autrou eus ar verouri penaus e verour elec’h mont abred d’e labour, a yee bemdez da visita an Ilisou, ha penaus e neglige e zouar. E Autrou a gredas re facil ar goal deaudou-ze ; ac un deiz ez-eas gant drouc ennàn d’e surpren er parc, evit guelet pedavare e arruffe, ha penaus e labourse ; mæs soueset bras e voue pa remercas eus a bell daou alar, unan a bep-tu da Isidor, pere a laboure assambles gantàn ; mæs pa daustaas, e tisparissas an daou alar-ze. Quemense a zouçaas e speret ; ac evel m’en devoa c’hoant bras da ouzout petra signifie ar pez en devoa guelet, e saludas Isidor en ur fæçoun gracius, en ur lavaret gant ur propos agreabl : livirit din, Isidor, petra oa an daou alar-ze a laboure gueneoc’h, hac a so disparisset pa oun-me tosteet ? Ne ouffen quet, eme ar Sant, em be sicôur-all nemet hini an Autrou Doue, e pidi a ràn e commançamant va labour, hac alies an deiz e songeàn ennâ. E Autrou a gomprenas petra signifie ar pez en devoa guelet, hac a zeuas da aznaout santelez e verour. E exhorti a eure da gontinui e exerciçou a zevotion ; ha souden e anaveas ne voa douar ebet er c’harter guell labouret nac a vell rapport eguet e hini.
Petra bennâc ne oa guet pinvidic Isidor, e voa cousgoude charitabl meurbet, en hevelep-fæçoun ma zê bet consideret evel ur miracl an alusennou bras a ree. Un devez goude beza distribuet d’ar beaurien quement en devoa da rei, e teuas c’hoas ur paour da behini ne allas quet en em resolvi da refus an alusen : e bried a lavaras dezàn e voa impossibl e assista pa ne voa muy netra. mancout a fizianç a rit, eme ar Sant ; clasquit gant muy a feiz ac e quefot. Cavet voe en effet peadra evit contanti meur a baour.
O veza couezet clàn, e anavezas an devez eürus pehini a dlie lacât fin d’e boaniou. En em brepari a reas evit an heur diveza-ze gant ur fervor nevez. Re-