Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Maë.
323
Sant Mayeu.

veur a Gouent en Alemaign. Ar Sant en em gargas eus ar gommission-ze gant seul-vuy a joa ma vele ervad peguement en devize da souffr. Labourat a eureu en amser-ze gant quement a issu-mad ma reas receo e Raveen, e Pavii, e Souab hac e Suiss ar Reglen a viret e Cluny, pehihi a oa ur refurmation eus a Urz Sant Beneat. Lacaat a eureu ar refurm en Abaty Marmoutier, e Abaty Sant Germen Auxer, hac e hini Sant-Benign e Dijon ; ha, dre urz ar Pap, e refurmas Couent Lerin.

Ne’zeuas quet a-benn eus un affer quen diæs, heb beza cals confroliet : ezom en devoe eus un douçder, un humilite hac ur batiantet quer bras evel m’en devoa. E zouçder admirabl a ree dezàn gounit calonou ar re en em oppose gant muy a aheurtamant ; hac ar re-ze oa ordinal a receve da guenta ar refurm, ha dious o exempl, ar re-all en em roe æz ha facil.

O santout n’en devoa muy pell da veva, e lequeas Sant Odillon e Zisquibl da Abad en e blaç ; discarguet dre eno dious ar boez hac an ambarras eus an afferiou, ne songe muy nemet d’en em brepari gant ur fervor nevez da vervel ; mæs ar Roue a Franç o veza èn pedet da zont da Baris, evit lacât ivez ar refurm e Abaty, Sant Denis, ar Sant pehini ne ouye reüs netra pa oa quistion eus a c’hloar Doue, en em lequeas en hent, en despet d’e oad bras ; mæs o veza arru e Souvigni e Bourbone, e varvas eno ec’his ma varv ar re just, er bloaz 994, etro an oad a eiz vloaz ha pevar-uguent.

Conservi a rêr e Souvigni e relegou precius : eno e veler ive ar penn eus e Gross græt a Olifant, hac e Scapulær.

REFLEXION.

Sant Mayeu a gavas cals da souffr abars ma ellas lacaat ar refurm er C’houènchou-ze, e pere cals eus ar Reglennou quenta eus an Urz a oa eet e mæs, a usaich dre negligeanç ar Superioret. Æssoc’h ê institui-a-nevez un Urz santel a Religiuset eguet ne d’ê e refurmi goude-ze. Æssoc’h ê ive lacat er gom-