Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
11 Maë.
Sant Mayeu.

mançamant urz vad en un tieguez, ha conservi an urz vad-ze, eguet na ve, goude ma voe couezet en disurz, lacât adarre urz vad ennàn. Mistri ha Mæstreset, beillit eta var re a so en ho carg ha dindan hoc’h autorite : na roït quet dezo re a liberte, na souffrit quet en em zireizzeint, n’o lesit quet da guemeret ur pleg fall, en em opposit souden, rac mar daleit, ne allot muy, nemet dre gals a boan, o eona pe o lacât var an hent mad. Ur Superior, ur Mæstr vigilant a espern cals a fautou d’ar re a zepand anezàn : miret a ra na gouezont e meur a bec’het, hac espern a ra dezâ e-unan cals a boan ha cals a chagrin.



An daouzecvet devez a viz Maë.


SANT NEREE, SANT ACHILLEE
HA SANTES DOMITILA, MERZERIEN.


————


Neree ha Achillee a oa breudeur. Lequeet e voent goall yaouanc e servich ar Brinces Domitilla, ha beza o devoe o daou evel-dy an eur da veza convertisset d’ar Feiz gant an Abostol Sant Pêr.

Domitilla, ravisset e velet an devotion hac ar vertuz eus he daou Servicher fidel, e devoe un istim hac ur fizianç vras enno, hac o greas officerien vras en he Falæs. Ar Brinces-se o veza var ar poent da zimisi da Aurelien, an daou Officer santel-mâ pere a zezire d’o Mæstres ur fortun caëroc’h hac avantajussoc’h, en em antretenas gant-i var ar fragilite eus a vadou ha granderiou ar bed : coms a resont eus ar silvidiguez, eus an assujetissamant hac ar poaniou a guever er stad a briedelez : prezec a resont quen excellant var ar pris, ar milid hac an avantaichou bras eus ar stad a virginite, ma quemeras Domitilla ar resolution da chom bepret guerc’hes.

Ar Brinces o veza discleriet he dessin d’ar Pap