o divrec’h. Ar seurt peaurien-ze a so condaounabl dirac Doue, ha dirac an dud ; gaou bras a reont ous ar guir beaurien, ac en ur guer, laeres an alusen eo. Cousgoude e vevont evelse hep remors, na scrupul ebet, sioaz dezo !
ant Mayeu, guinidic a Brovanç goude beza græt
e studi er Guær a Lyon, e pelec’h e oue admiret
gant peb-unan abalamour d’e squiant bras ha d’e
vuez devot hac exemplus, a oue græt Archidiacr
eus a Escopti Macon.
An Archidiacr santel-mâ a guemeras Sant Stefan evit patron, hac a lacâs e studi da imita vertuziou ar Sant bras-se. E garantez evit ar beaurien a reas dezàn, goude beza distribuet dezo e oll arc’hant, guerza e veubl ac e fond evit o soulagi.
Habitantet Besançon er goulennas evit o Fastor goude maro o Arc’hescop ; mæs reüs a reas ar Garg enorabl-se gant quement a fermete, ma ouent obliget d’e lesel ; ha gant aoun na zeuzient ur veich-all d’e glasq, en em retiras e Abaty Cluny, ac en em rentas Religius. Vertuzus ha devot d’ar poent ma oa n’en devoe casi netra da zench nemet e habit. E galon a oa distag dious an traou crouet, e speret interior, e fervor, e humilite ac e vuez mortifiet a reas dezàn erruout e ber amser en huela perfection. Da benn c’huec’h vloaz goudese e voe lequeet da Abad er memes Couent, en despet d’e humilite. Ar reglennou ac an exemplou caër pere a roas d’e Religiuset a grescas meurbet o ferveur, ac a gassas pell ar brud eus o Abad santel.
Ar Pap Beneat seizvet, Hug Capet Roue Franç, hac an Ampalaer Othon, o devoa un istim vras evitàn. An Ampalaer en alyas da antrepren ar refurm eus a