Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Maë.
323
Sant Antonin.

o liberte. An Escop en ur dremen goudese dre ar memes ru, en em gavas soueset bras o velet un Drouc-speret elec’h an Ælet. Compren a reas souden petra oa ar cenchamant-se ; avertissa a reas ar vam hac he merc’het, hac e vianaas e alusen, evit o obligea da evita ar feneantiz, dre behini e voant exposet d’en em goll.

Biscoas ne oue guelet ur Pastor vigilantoc’h var an oll necessiteou spirituel ha temporel eus e bobl eguet Sant Antonin ; ha gant quemense-oll en deus cavet en amser da gomposi cals a Levriou, e pere e remerquer e squiant bras, hac e caver un doctrin celestiel. Erfin, oaget a zec vloaz ha tri-uguent, goude beza recevet e Sacramanchou, en em zispozas d’ar maro gant joa, hac e rentas e Ene en ur vriata e Grucify, er bloaz 1459.

REFLEXION.

Tud paour, ha guir beaurien, na gonsiderit quet ho paourentez evel un drouc, nac evel ur malher : æssoc’h ê deoc’h ober ho silvidiguez gant ho paourentez evit ne d’ê d’ar re binvidic gant o oll madou. Ho paourentez a ell ho sicour cals d’en em savetei, mar gousoc’h ober un usaich mad anezi. Hac, evit quemense, ret eo anduri ho paourentez gant resination da volontez Doue : divoallit ive na zeue ar boan hoc’h eus e pourvei d’oc’h ezomou corporel da ober deoc’h negligea ar sourci a dleit caout eus hoc’h ene. Pa allot c’hoas labourat er bed-mâ. Mar dle eta ar re hoc’h-unan. Liquit evez rac ar feneantiz, pehini a so sourcen an oll viçou.

Ne allàn quet miret ne ajouten amâ penaus ez eus c’hoas peaurien faus, tud pere en em daul da glasq an alusen, non pas dre necessite, mæ dre feneantiz, pe dre avariçdet, abalamour ma quevont didoroc’h dezo, pe abalamour martese ma testumont evelse muy en o devez eguet na ouffent gounit var bouez