bour ; ha goude beza assistet an Ofiç a hanter nos, e tremene an nemorant amser bet an deiz an Oræsoun, pe o lenn, o studia hac o scriva.
Ar Pap Eugeen pevare er choasas, abalamour d’e vilit rar, evit Escop a Florenç. Caër en devoe debat, rêt oue dezàn oboissa. O veza Escop e vevas bepret ec’his ur Religius paour ; goude beza roet d’ar beaurien e oll arc’hant, e roe e veubl, hac en em lequee e-unan evit ar beaurien en ur baourentez vras. Ouspen-ze e fountas ur Gommunaute e pehini e lequeas daouzec Gouarner, pere o devoa ar garg da zistribui d’ar beaurien mezus quement o devoa ezom. Ar charite-ze eus ar Prelat santel e deus prosperet.
Ar Pastor santel-mâ a brezegue ordinal pep Sùl. Pa ouye ez oa un division bennâc ne vanque quet da lacaat ar peoc’h ; quercouls e chezlaoue caus ar re baour, evel hini ar re binvidic.
E buez ar Sant-mâ e rapporter eus a zaou zen paour ha dall, penaus, oc’h en em antreteni assembles o daou, e tigouezas gant unan lavaret e secret d’eguile, penaus en devoa ouspen daou-c’hant scoet en aour, dastumet divar an alusen, pere a oa gruyet en e vonet : ha me, eme eguile, am eus ouspen tri-c’hant, gryet em justin. Ne songent quet e vige den presant, mæs clevet e ouent. An Escop, o veza bet informet a guemense a gassas d’o c’hlasq ; rebeich a reas dezo ar gaou a reent ous ar guir beaurien, dre o avariçdet. Evit o funissa e lamas diganto an aour o devoa, evit e rei d’ar beaurien mezus ; hac e unan en em gargas d’o maga o daou ar rest eus o buez.
Raportet ê c’hoas penaus ar Sant-mâ, o tremen un deiz dre ar ru, a remercas Ælet var gorre un ty. Ar c’hoant en devoa da ouzout piou a chome eno a reas dezâ antren : caout a reas teir verc’h paour pere a veve e dougeanç Doue, hac a laboure nos-deiz evit gounit o boed, hac evit maga o mam. An Escop Santel, touichet oc’h o guelet, en devoe sourci da foumissa dezo quement o devoa ezom ; mæs an teir verc’h-ze, oc’h en em gaout en o æz, na brichezont muy lacât o foan da labourat, hac e quemerzont re