intructionou-mâ : da guenta lacât evez ne raze netra eus e volontez propr ha na antreprenze netra heb cuzul. D’an eil, chasseal eus e speret an oll songesonou eus ar bed. D’an drede en em zisfiziout bepret anezâ e-unan, ha beilla var e inclinationou. D’ar bevare n’en em occup-ze, na ne barlant-ze nemet eus ar pez a alle e renta santeloc’h. D’ar bemvet, ne zesiret na visionou, na revelationou, na donezonou dreist-ordinal. D’ar c’huec’hvet, ofri alies da Zoue e labour, e boaniou, e silanç hac e Oræsonou. Ar fidelite gant pehini e viras an avizou mad-ze, a reas dezàn ober e neubeut amser ur profit bras er vertuziou.
Ar Religius ancien-ze, pehini ne glasque nemet renta bemdez parfetoc’h e Zisquibl, ha mouga ennàn an amour propr, er c’hassas e Quær da verza ur bec’h panerou, hac a lavaras dezâ goulen anezo ur pris pehini a oa diresoun. Partial a eureu rac-eon heb respont netra : ar pris a c’houlennas eus e banerou a reas ma oue quemeret evit un den sot ha ma oue goapeet gant ar bopl. Distrei a eureu gant joa d’e Ermitaich, e pelec’h e continuas da gundui ur vue humbl ha mortifiet.
Ar Religius ancien a lavaras dezàn erfin e oa deut an amser da lacaat da dalvout an doneson en doa recevet digant Doue, en ur scriva a enep Adversourien an Ilis, hac en ur drec’hi dre e Scridou an Heretiquet nevez. Ar Sant a recevas ar gourc’hemen-ze evel un urz eus an Eê. Composi a reas Levriou excellant evit souten ar Feiz, ha cals a Levriou a zevotion leun eus a un onction divin, ispicial pa barlant eus a excellanc, hac ar gallout eus ar Verc’hes Glorius Vari.
An Escop a Jerusalem, o veza aznavezet milid bras ar Sant-mâ, èn obligeas d’en em renta Bælec, mæs ne vevas quet pell amser goudese. Clènvel a eureu hac, uset e binigennou hac e labourou, e varvas var dro ar bloaz 770, oaget ouspen pevar-uguent vloas, ha respeteta neuse evel unan eus an habila ha santel a Tadou eus an ilis.