teir gueich ar sizun. Bemdez e lavare e Chapelet ; ha biscoas ne vancas da assista er bedennou a vize græt bep-nos e comun en e dy.
Erfin, ar Pab bras-mâ oaget a eiz vloaz ha tri-uguent, goode un agoni douc ha ber, pehini a vize bet quemeret evit un Oræsoun, a rentas e Ene da Zoue, er bloaz 1572.
O peguer bras eo an nerz eus ar beden ! Gant ar Beden e tigorer ar Barados, hac e serrer an Ifern. E lavaret a ràn deoc’h, eme Jesus-Christ : quement a c’houlennot digant va Zad em hano en accordo deoc’h.
Ho pêt recours bepret d’ar Beden e quement a antreprenot, mar fell deoc’h caout un issu mad. Caër ho pe ober, caër ho pe labourat, ne reot netra ma ne labour Doue gueneoc’h.
En ur-bidi evidoc’h, ne ancouaït ouet da bidi evit ar re-all, evit ho tud, evit ho pugale, evit an Ilis, evit ar Rouantelez, etc. Sant Pii, dre e bedennou, a obtenas digant Doue, evit ar gristenien, ur Victor gaër var o ennemiet, Santes Monica a behini hor boa dec’h ar gouel, a vilidas dre he fedennou conversion he fried, hac hini he mab Sant Augustin.
r Sant-mâ, guinidic eus ar Guær a Damas e Syrii,
goude beza en em rentet habil er squianchou humen
ha divin, ha beza trec’het adversourien an Ilis dre
e Scridou leun a nerz hac a loquanç, a guitaas ar
bed hac e vadou, evit en em retira en deserz dindan
direction ur Religius ancien, pehini en devoa ur
simplicite vras, mæs ive cals a experianç.
Ar religius-se a roas, dezàn er goumançamant an