Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Monica

Eus Wikimammenn
◄   Richard Monica Pii V   ►


Ar pevare devez a viz Maë.


SANTES MONICA, INTANVES.


————


Santes Monica, guinidic eus an Affriq, o veza desquet abred gant he Mam Oræsoun caër, na squize tam oc’h o lavaret. Pellaat a ree dious quement a alle e distrei dious Doue ; hac he brassa pligeadur oa en em antreteni gantâ dre an Oræsoun.

Goude beza bet un exempl eus a bep seurt vertuziou evit ar merc’het yaouanc, e voe dimezet da ur Bourc’his galvet Patris ; en ur antren er stad-se, e studias da guenta da aznaout speret hac humori he fried ; hac, evel ma oa un den colerus ha dibauchet ; en em applicas da zouçaat e speret, ha d’en distrei dious an dibauch, dre he douçder hac be fatientet. Peguer pront ha peguen amportet bennâc ma voa-èn, ne resiste james ountâ, na ne lavare quet dezàn an distera tra queit a ma vize drouc ennàn : mæs pa vize tremenet e goler, e lavare dezâ dre ræsoun ha dre gaër ar pez a elle e renta pæsiploc’h ; ouspen-ze, e c’houlenne bemdez digant Doue dre bedennou. fervant e gonversion ; hac e obteni a eureu.

Ar vertuziou a admire Patriç en e bried santel, en touichas erfin ; cench a eureu evel un-all eo e blaç, dont a eureu douç, humbl, leun a zougeanç Doue, en hevelep-fæçoun ma vevas a-neuse bete fin e vuez evel ur guir gristen.

Ar Vreg santel-mâ ne sortie nemeur eus he zy, receo a ree cousgoude gant civilite ar re a zeue d’e guelet ; er gonversation e comse bepret eus a draon edifiant, ha rei a ree avisou mad da vreur a hini. Un devez, o clevet ur vreg yaouanc oc’h en em glem eus ar goal dretamant a receve digant he fried, goude beza e c’honsolet guella ma elle, e lavaras dezi : liquit evez, va c’hoar guæz, na dennac’h quemense varnoc’h dre ho faut : ne deus netra guell evit mouga an tan eus ar goter, eguet ar silanç hac ar patiantet : ma oufac’h tevel, e espernoc’h deoc’h hoc’h-unan cals a chagrin hac a boan.

Monica o veza deut Intànves, ne sortie nemet dre necessite. hac evit pratica an œuvrou-mad ; redoubli e reas he fedennou hac he exerciçou devot hac e lequeas he oll studi da zisqui ervad he bugale.

Cousgoude Augustin, ar c’hossa eus a dri c’hrouadur e devoa, a reas dezi er goumançamant cals a boan. Ar Vam santel-mâ, glac’haret o velet ar vuez direglet a gundue en e yaouanctis, ne heane oc’h e guelenn, ha bemdez e scuille ur mor a zaëlou e presanç an Autrou-Doue, oc’h e bidi da ober ur sell a druez ountâ.

Pedennou quer fervant eus ur Vam quer vertuzus, evit conversion he mab, ne allent quet mancout da veza exaucet gant Doue. Obteni a reas er fin ar c’hrac a c’houlenne gant quement a ardor. Ne ouffer quet lavaret peguer bras voe he joa hac he c’honsolation pa velas he mab convertisset ; pehini a gunduas a-neuse ur vuez quer parfet ma teuas goudeze da veza un Escop santel, hac un doctor bras eus an Ilis. Neuse e lavaras e vam eürus, gant santimanchou a aznaoudeguez-vad : ra viot meulet da jamæs, ô Tad a visericord : bremâ n’am eus muy netra da zesirout er bed : bremâ e varvin e peoc’h, va Doue, pa ze pliget gueneoc’h chezlaou peden ho servicheres.

Erfin, oaget etro pemp bloaz hac hanter-cant, ez eas da jouissa en eê eus ar gonsolationou en deus prometet Doue d’ar re a vouêl var an Douar.

REFLEXION.

Santes Monica dre he daëlou e deus obtenet conversion he mab Augustin. Cals a vugale so hyrio pere o deus quement a ezom d’en em convertissa evel m’en devoa Augustin, mæs neubeut so a dadou hac ar vammou pere a zeu da scuilla daëlou dre ur guir desir eus ar silvidiguez o bugale ; gouela a reont alies evit guir var direglamanchou o bugale ; mæs ha dre raport a Zoue eo e vouelont-y ? Gouela a rit pa zeu ho bugale da rei deoc’h ur chagrin bennâc, pa o guelit o voal-distribui o danvez, pe mar greont un dra bennâc hac a ra disenor d’o famil ; mæs ha gouela a rit-hu ar c’holl eus o ene, hac an offanç a reont da Zoue ? Glac’har a guemerit mar deu ho bugale da vancout a respet evidoc’h, mæs ha c’hui so touichet evit o guelet o vancout a respet evit Doue dre o impiete ?

Netra n’en deus contribuet muy da gonversion Sant Augustin, eguet an daëlou , ar pedennou hac exemplou mad e Vam santel ; en em servichit eus ar memes moyen evit obteni conversion ho bugale libertin, perseverit da bidi evit-o, liquit ho fizianç e Doue, ha certen ho pezo ar memes consolation evel an Intànves santel-mâ.