1. An nep a ra an alusen a ro neubeut a dra hac a receo cals ; rei a ra ur scoed, pe neubeutoc’h, hac e receo ur Rouantelez.
2. Piou bennâc a ro d’ar paour, a ro da Zoue, ha gant ur profit bras.
3. Evit en em viret dious pep pec’het ne faut nemet songeal er bresanç a Zoue, ne faut nemet consideri peguer caër eo ar vertuz, ha penaus ar bligeadur sansuel a dremen en ur moument.
4. Ar sonch eus ar maro hac eus an tourmant eternel, destinet d’ar pec’het marvel, a so ur brid crê evit derc’hel an inclinationou fall, sansuel ha lubric.
5. An traou fachussa, pere a erru gueneomp er bed-mâ, a so bepret profitabl deomp, mar queromp ober un usaich mad anezo.
6. Mar douc’h attaquet gant an orgouill, pe temptet d’en em istimout muy evit ar re-al, na varnit den, mæs en em gonsiderit piz oc’h-unan, hac e teufot d’en em humifia, ha d’en em gonsideri evel an distera eus an oll.
Petra so caëroc’h ! Petra edifiantoc’h eguet guelet unan eus ar santela ha brassa Doctoret eus e amser o tont d’en em lacaat dindan direction un Hermit simpl, pehini a zifennas outâ pell amser pep seurt studi, hac en dalc’has er simplicite eus ur c’hrouadur ; Mæs pebes tènsor n’en deus quet roet d’an Ilis Sant Yan Damasceen en ur veva er Solitud hac en devaligen ? Pebes sclerigen n’en deus-èn quet leset en e Scridou admirabl, pere o deus servichet da drec’hi quement a Heretiquet, ha quen alies a errol.
Oc’h en em renta humploc’h, n’en em rentet jamæs inutil, mæs quent capaploc’h da ober traou bras evit Doue hac evit an nessa.