Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
3 Guenver.
Santes Genoveva.

veza goloet gant ul lornez quen horrubl, ma voe quemeret evit ur plac’h-fall, punisset gant Doue abalamour d’he c’hrimou ; tretet e voe evel ur fals devod, ha lavaret e voe quement a dra anezi, ma en devoa c’hoant ar bobl d’e labeza. Ar batiantet admirabl, an humilite, hac ar peoc’h interior a zisquezas ar Santez en he c’hlènvet, hac e creis ar bersecution-se, a reas aznaout he innocanç. Seul-vui ma oa bet humiliet ha dispriset, seul-vui e voe istimet hac enoret goudese, seul-vui e oa bet affliget, seul-vui e voe consolet ; Doue e fareas dious ar c’hlènvet, hac a reas aznaout he santelez.

Ar Roue Attila, o veza prest da arruout gant e arme e Paris, evit coll ha distrugea quær, Genoveva a exhortas an oll-bobl da galmi ar goler a Zoue dre ar beden hac ar yun : senti a resont outy ha quer buan ar barbaret-se a zistroas var o c’hiz.

Epad ur famin, er memes quaer a Baris, Genoveva a yeas da glasq yd er c’haeriou a-bell : he beaich a voe quen eürus ma tistroas souden gant unec hag carguet a yd, hac e saveteas evel-se ar vuez da ur bobl infinit.

Ar Roue a ree un istim vras anezi ; ha dre avis ar santes-mâ eo, e reas sevel e Paris un Ilis caer dediet d’an Æbestel Sant Per ha Sant Paul.

Genoveva, istimet gant ar Princet ha gant ar Breladet, ha respetet gant an oll, e devoa santimanchou quen humbl anezi e-unan ma teue an enoriou rentet dezi, da ober dezi souffr mui evit ne devoa souffret e creis ar bersecutionou.

Erfin, er bloaz 512, oaget a nao bloaz ha pevar uguent, ha leun a miritou, e varvas quer santelamant evel en devoa bevet. He c’horf e voe douguet gant ur manifiçanç vras da Ilis an Æbestel Sant Per ha Sant Paul, hanvet a c’houdevez Ilis santes Genoveva, e pelec’h ema hueleet adren an auler vras, en un Archet ar c’haëra hac ar preciussa eus Franç.

Er bloaz 1129 ar guær Baris o veza affliget dre ur c’hlènvet tom, dre pehini e varve un nombr infinit a dud, e voe disquennet Archet santes Geno-