Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

veva, ha douguet e procession. Er memes amser e heanas ar c’hlènvet, ha pevarzec mil den clàn e quær, en em gavas pare. Evit celebri ur miracl quer caër, a rer memor anezàn e Paris ar c’huec’hvet devez varnuguent eus vis Du, dre urz ar Pab Inonçant eil eus an hano. An devotion en andret ar Santes-mâ a gontinu bepret, ha bemdez e santer an effet eus he frotection en necessiteou public ha particulier.

REFLEXION.

Genoveva, o tivoal he dêvet, e devoa bepret he speret hac he c’halon savet var-zu Doue : en ur sellet ouz an eê, an heaul, ar steret, e considere ar gallout infinit eus an Autrou Doue. En ur sellet ous an douar, ouz he dêvedigou, ouz an yd, ar frouez, hac ar gueaut, e considere ar vadelez hac ar brovidanç Doue, pehini a bourvez da bep tra, en ur fæçoun quen admirabl, hac en deus crouet quemense-oll evit utilite ha servich an den, evit e vaga hac e visca. Peguement a vugale yaouanc, occupet da zivoal al loenet, a zeuffe d’en em sanctifia en ur ober ar memes reflexionou.

Eil Reflexion. Ma ne divise quet Genoveva en em zistinguet dre he vertuziou, pe seurt istim a vise bet græt anezi en he amser ? Prinç ebet hac èn en divise priget, sellet ouz ur plac’h paour, divar ar meas, mireres an dêvet, evel ma voa-hi ? Mæs he santelez e deus graet ma ze bet aznavezet, en he buez, memes, gant ar Rouanez.

Pe seurt enor a renter d’ar beyou eus ar Brincet hac eus ar Rouanez e Ilis Sant Denis, e pelec’h e virer o c’horfou, ha guelet a rêr den ebet o stouet var e zaoulin evit o fidi ? Elec’h ma veler bemdez ar Brincet hac ar Brinceset, ar Rouane, hac ar Rouaneset, o stouet dirac bez Genoveva, evit e fidi hac en em lacaat dindan he frotection.

Aznavezomp eta penaus ar guir noblanç a gonsist er vertuz, ha penaus ne deus nemet ar c’hrag a guement a ell hon renta bras hac istimabl dirac Doue ha dirac an dud.