enoveva, guinidic eus ur guær vian hanvet Nanter,
diou leo dious Paris, e devoa evit tad ha mam tud
eus ar gommun, mæs distinguet dre o vertuz. Querquent
ha ma e devoe an usaich a ræsoum, en em
offras hac en em gonsacras da Zoue ; ha remerquet
e voe enni ur furnez hac un devotion dreist he oad.
En ur zivoal an dêvet, en em lequee da neza he c’heiguel, he speret hac e c’halon bepret occupet a Zoue. O sellet ous an eê, ous an heaul, al loar, ar steret, e considere ar galoudeguez Doue. O sellet ous an douar, ous al loenet, an yd, ar froues, ar gueaut, e considere ar vadelez Doue pehini a bourvez da bep tra, en ur faeçoun quen admirabl.
D’an oad a bevarzec vloaz e reas veu da chom bepret guerc’hes. Neuse e coumanças beva divar bara hac un nebeut fao. Sacramanti a ree ordinal bep sul, hac e tremene an nos diaguent en oræsoun. Goude maro he zad hac he vam e teuas da chom da Baris, e peleac’h e cunduas ur vuez mortifiet meurbet.
Doue, evit e amprou ha purifia he vertuz, e affligeas dre ur c’hlènvet estranch : he c’horf a zeuas da