Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
2 Guenver.
Sant Odilon.

quemeret un hent all. Esper hon eus da veza o ive Sænt, perac eta na vevomp-ni quet evel ma deus-y bevet ? pa fell deomp arruout er memes termen, perac na guemeromp-ni quet ar memes hent? Petra sonchemp-ni eus ar Sænt, a cridi a raemp-ni memes e vent-ii Sænt ma ne visent quet bet guelloc’h christenien evidomp-ni, innoçantoc’h, penitantoc’h, humploc’h ha devotoc’h evidomp ? Hor buez o veza quent diffarant dious o hini, esperout a ellomp-ni gant ræsoun caout ar memes fin hac ar memes recompanç evel-do.

Songeomp eta a barfetet, ha coumancomp er bloaz nevez-mâ, hac eus a hirio, da imita buez ar Sænt. Mar doump fidel da ober reflexion var an exemplou caër o deus roet deomp, hor c’halonou a zeui da veza touichet, ha douguet da bratica ar pez en deus pratiquet un nombr quer bras a re-all a-rauzomp. O querset evel-se varlec’h ar Sænt, e arruimp gant graç Jesus er memes eürusdet.