dre-se ivez ne vanque quet d’en em renta ar c’henta evit an offiç hac evit an oll exerciçou.
E garantez special evit an anaoun eus ar purgator, a re dezân ober bemdez pedennou fervant ha mortificationou bras evit o dilivranç. Quer charilabl e voa ive en andret an dud paour, ma voa e gouent o grignol.
Ar pabet hac ar rouane a ree quement a istim anezâ, ma er c’honsultent ha ma heulient e avis en afferiou important. Casimir, Roue Poloign, o veza bet chasseet eus e rouantelez gant e sugidi revoltet en e eneb, a zeuas da gouent Cluni evit en em gonsoli gantâ. Ar prinç-se, touichet dre e gonversation santel, en em rentas e unan religius eus ar memes urz.
Doue ne zeportas quet ar maro eus e servicher fidel evit disquez e santelez dre veur a viracl. En e vuez e rentas pare un noviç pehini a goueze e drouç-sant. Un den yaouanc-all pehini, en devoa ur c’hlènvet estranch, en em gavas yac’h, ha dispos en ur receo ar gommunion, eus e zorn.
An abad santel-ze a reas sevel e Cluni un Ilis pehini a so unan eus ar re gaëra eus ar rouanteles ; ha bepret e falle dezàn e vise an Ilisou batisset hac ornet caër, hac e vise graet an offiç divin gant devotion, ha gant majeste.
En e glènvet divezâ goude beza recevet e oll sacramanchou, an drouc-speret a glascas troubli ar peoc’h eus e ene, dre an demptation, mæs ar sant n’en devoe quet quent graet sin ar groas, ha prononcet an hano a Jesus hac a Vari, ma tisparissas an temptator ; neuse, en ur jouissa eus ur peoc’h interior pehini a ree dezâ tànva dre avanç joausdet an eê, e rentas e ene d’e Salver, er bloaz 1049, oaget a seiz vloaz ha pevar-uguent.
Anzao a reomp ez eo bet fur ar Saent o veva evel o deus graet ; avouï a reomp penaus n’o deus quet græt re evit beza Sænt, ha penaus ne dlienl quet