ant Odilon a ïoa guinidic eus an Auvergn ; e dad
hac e vam, tud devot ha santel, en instruas quer
mad, ma cunduas bepret ur vuez pur hac innocant.
En amser ma edo crouadur, e voa affliget en hevelep
fæçoun ne alle quet querzet ; e vagueres, o veza e
zouguet un deiz da ilis an Itron Varia, en lesas er
porchet : ar c’hrouadur en em stlejas, guella ma ellas,
var e zaouarn ha var e zaoulin bete an auter vras,
hac, o sevel e zaoulagat etresec imaich ar Verc’hes
Vari, e fedas da ober dezan querzet evel ar re-all ;
er memes amser-ze e santas libr e zivisquer, hac o
veza savet, e redas gant ur joa vras da gaout e vagueres.
Goude ar faver-ze e viras epad e vuez un
devotion special evit ar Verc’hes Vari, hac e inspiras
d’an oll ar memes devotion.
O veza c’hoas yaouanc, en em retiras e couent Cluny. Biscoas ne voa bet guelet noviç ebet fervantoc’h na parfetoc’h evintâ. Peguer bras bennâc e voa ar mortificationou ordrenet dre an urz, e pratique re-all c’hoas brassoc’h.
E zevotion, evit Jesus-Christ e sacramant an auter, a voa tener meurbet ; epad c’huec’h vloas hac hantercant ne vancas devez ebet da celebri an oferenn, hac, en ur offr ar sacrifiç divin-ze, e receve quement a c’hraçou hac a gonsolationou spirituel, na elle quet arreti e zaëlou.
Sant Mayeul, abad eus ar gouent, o veza couezet clàn, er choasas evit e successor. Odilon, en ur antren er garg-se, a gomprenas parfet an obligation en devoa da servichout da squêr ha da exempl d’e oll religiuset ;