gret n’hor bezo-ni quet un deiz, mar hon be manquet d’en em savetei, o caout un hevelep Salver! Chetu dija meur a vloaz tremenet ha martese collet evidomp ; penaus et tremenim-ni hemâ ?
Eil Reflexion. Enoromp an hano santèl à Jesus, ha prononçomp èn alies, mæs bepret gant respet, gant fizianç ha gant devotion ; songeomp oc’h e brononç, er pez en deus graet ha soufret Jesus evidomp, consideromp e garantez, e vadelez, e visericord en hon andret. En hon heur diveza an hano a Jesus eo a vezo lavaret hac inspiret deomp evit hor c’houraichi, evit hor rassuri a enep ar spount hac an euz rac ar maro : ar goms diveza eo a vezo graet deomp prononç ; en em voazomp eta bremâ d’e brononç gant pep respet, evit gallout e invoqui gant mui a fizianç, en heur diveza-ze.
An hano a Jesus a so respetabl dlan Ælez, terrubl d’an drouc sperejou, hac ur sourcen a gonsolation evit an dud. Ha c’hui en em gaf trist, eme Sant Bernard, prononçit a galon an hano a Jesus, hac en em guefot consolet. Ha troublet oc’h-u gant ar rebechou eus ho coustianç, n’ho pezo quet quent prononcet an hano sacr a Jesus, na viot leun a fizianç ha na guernero an tempter an teac’h; an hano a Jesus eo a laca da redec daelou douç epad an oræsoun; èn eo a ro ur gouraich nevez er brassa dangeriou. Piou, goude beza invoquet an hano adorabl-mâ, ne de quet bet sicouret quer buan! Piou eo an hini pehini, o veza pressei gant ar brassa temptationou, hac attaquet gant an adversourien dangerussa eus ar silvidiguez, en deus bet recours d’an hano santel-mâ, eb beza gounezet ar victor ? An hano a Jesus a so un hano a nerz er c’hombajou, eme ar memes Sant, un hano a sclerigen en dangeriou; un hano a gonsolation en adversiteou eus ar vuez; un hano a silvidiguez en heur ar maro, evit ar re o deus-èn bet scrivet doun en o c’halon, epad o buez.
Leveromp eta alies a greis hor c’halon ar c’homsou douç ha tener-mâ :
O va Jesus! o va c’harantez!
Bezit em c’halon en nos hac en dez.