ne oa quet obliget d’ar cerimony poaniou-ze, cousgoude en em soumetet en deus d’al lesen-se ; da guenta, evit rei deomp un exempl caer a humilite ; d’an eil, evit rei deomp an exempl eus un oboissanç parfait, oc’h en em soumetit d’al lesen, en e oll foènchou ha circonstançou ; d’an drede, evit hon disqui da gundui ur vuez mortifiet ha da garet ar souffrançou ; d’ar bevare, evit disquez deomp e garantez infinit en hon andret, o coumanç, quen abred-se da scuilla e voad evidomp, o c’hortos et scuilla oll bete ar berad diveza, var ar groas, evit remission hor pec’hejou.
Evel ma oa ive ar c’hustum el lesen ancien da rei un hano d’ar vugale, pa recevent ar Circoncision, pehini a ïoa ur figur eus ar sacramant a Vadiziant, el lesen a c’hraç, e ouë roet, d’ar c’hrouadur divin-mâ, dre urz an Tad eternel, an hano a Jesus, evel ma en descomp dre ar c’homsou a adressas an Æl d’ar Verc’hes Vari, pa zeuaz d’e saludi ha da zisclaeria dezi ez oa choaset evit beza mam da Salver ar bed : Conceo a reot, hac e lequeot er bed ur mab da behini e root an hano a Jesus.
Jesus-Christ a ro deomp er mister-mâ ur merq bras eus e garantez hac eus an desir ardant en deus d’hor savetei. Discquesomp ive dezâ hor c’harantez, ha bezomp sourcius hon-unan da labourat evit hor silvidiguez ; rac chetu a-se ar pez a c’houlen digueneomp : ha chetu ar c’haera merq a ellomp rei dezâ eus hor c’harantez. Jesus en deus graet abondamant eus e gostez quement a oa ret evit hor savetei ; hon dilivriet en eus eus a buissanç an drouc-speret, hon reconciliet en deuz gant Doue e dad, roet en deus deomp an oll moïenou a silvidiguez ; maes goude quemense-oll ma na reomp un usaich mad eus e c’hraçou, e oll labourou, e oll souffrançou, an oll goad en deuz scuillet a vezo inutil evidomp. Mar negligeomp, mar disprigeomp hor silvidiguez, er privomp eus ar pez a zesir muya, hac eus ar joa da veza hor saveteet, Pebes re-