Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



BUEZ
AR SÆNT.



quenta devez a vis guenver.
————


CIRCONCISION
HOR SALVER JESUS-CHRIST.
————


Christenien, c’hui pere a zesir miritout un eternite eürus, dre an usaich mad eus ho ploaveziou, coumancit ar bloaz gant fervor, gant ur volontez couraichus da renta hoc’h oll deveriou da Zoue ha d’ar verb incarnet ; e garantez hoc’h oblich da guemense : hac, anes dremen evit ingrat, ne ellit quet revus da garet Jesus-Christ pehini en deus ho caret en hevelep fæçoun ne d’ê quet en em goutantet da zisquen eus an eê, ha d’en em ober den evit ho silvidiguez, maes ouzpen-ze, eiz-dez goude beza ganet, a so en em soumetet da lesen ar Circoncision, evit coumanç an euvr eus ho redemption, hac er memes amser evit hoc’h instrui en ur rei deoc’h an exempl eus an excellanta vertuziou.

Al lesen eus ar Circoncision, roet gant Doue da Abraham, a ordrenet penaus an oll-vugale mad, eiz-dez goude beza ganet, a vise circonciset. Hor Salver