Peguement a boan n’o deus quet anduret ar Gristenien guenta e coumançamant an Ilis ; cousgoude e souffrent quemense-oll gant ur batiantet admirabl ha gant joa ; dre ma considerent ar ber amser eus ar vuez-mâ, ha ma songent er recompanç caër hac eternel a esperent en Eê. Souffromp gant ar memes couraich ar poaniou a erru gueneomp.
Ar pez a anduromp er bed-mâ a so neubeut a dra, mar er c’homparachomp gant ar recompans a so preparet evidomp. Hor buez n’e d’ê nemet ur moument e comparæson d’an Eternite, pehini a dle beza hon recompans. Pa ne vevomp eta nemet quen neubeut amser, n’hon eus ive nemet neubeut da souffr. Ar sonch hebquen eus an Eternite eürus pehini a esperomp, an esperanç da jouissa un deiz eus a Zoue a dle hon renta countant hac eürus a vremâ memes. An esperanç-se eo e deus græt d’ar Verzerien trec’hi ar rigol eus an tourmanchou horrupla ; an esperanç-se e deus græt da infinite a Sænt santout un douçder hac ur joa interior e creiz an austeriteou a bratiquent hac e creiz ar bersecutionou a andurent.
Contemptomp alies an Eê, ha consideromp-èn evel hor bro hac an trôn preparet deomp gant Doue. Ar re a so bet diarauzomp a so tremenet, eet int da guemeret possession eus an eürusdet eternel-zè : o heulia a reomp ; hac ar re a zeui en hon goude a dremeno quer couls ha ny : n’e deus nemet an Eternite pehini ne dremeno jamæs.
r Sant-mâ, ganet e Capadoç, a heulias en e yaouanctis
arme an Ampalaer Diocletien. Militout a
eureu dre e gouraich ha dre e furnez, an istim hac ar