darn anezo a oa dalc’het. er prisonniou ha carguet a chadennou ; darn condaounet da-labourat er mæn-gleziou heb repos ha casi heb boed, darn-all a souffre ur Verzerinti cruel var ar chafodou : cetu a-se ar stad truezus e pehini en em gave ar Gristenien epad an oll amser ma oue Pab Sant Soter. Ar Pastor santel a veille bepret hac a guemere ur sourci dreist-ordinal evit aznaout ezomou spirituel ha corporel e vreudeur, hac a bourvee da bep-tra eus e oll gallout. Dastum a eureu muya ma allas allusennou evit o c’haç e meur a garter, elec’h ma oa brassoc’h necessite ; hac e roe d’ar Gristenien affliget-ze instructionou caër ha touichant dre al liserou a scrive dezo evit o exhorti da chom ferm er Feiz, ha da souffr gant couraich ar bersecution a andurent evit Jesus-Christ.
Mar en devoa quement a sourci eus ar re a chome er Broïou pella, pebes attantion n’en devoa-èn quet evit ar re a souffre dindan e zaoulagat ? Guelet e vihe ar Pab bras-mâ, uset gant an oad ha gant e, labourou, o vont da glasq e vreudeur er c’havarnou evit o c’houraichi dre e instructionou hac o soulagi dre chariteou, hervez a velomp el liser a scrivas Sant Denis Escop a Gorinth d’ar bopl eus a Rom : Ho Pastor eürus Soter, emezàn, ne d’ê quet en em gountantet d’en em garga eus ar sourci da zastum alusennou, ha do c’haç ê lec’h ma oa brassa ezom, mæs recevet, en deus c’hoas gant ur vadelez a Dad ar re-oll o deus bet recours dezàn : o c’honsolet en deus dre e gomsou o c’houraichet dre e exempl, hac o sicouret dre e liberalite.
Ar Pab carantezus-mâ a C’houarnas an Ilis e spaç a dri bloaz unnec miz ha trivec’h devez. Ur vuez quer pur, quer santel ha quen leun a fatig, epad ur bersecution quer cruel, na elle quet maucout-da veza curunet dre ar Verzerenti. Evel ma oa tourmantet ha massacret ar Gristenien e pep-lec’h, ar Penn hac ar Pastor ne elle nemeur achap eus ar fulor quen alies a Dirant. E varo precius a erruas var dro ar bloaz 170.