Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
21 Ebreul.
Sant Anselm.

int temptet, seut-vuy en em humiliont, hac e teuont dre eno da veza agreaploc’h da Zoue.

REFLEXION.

Gant douçder e reer muy eguet na reer gant rigol pe gant coler. Sant Anselm en deus-èn emprouet mad. En amser ma edo superior eus e Gouent, e lacaas ar peoc’h etouez e Religiuset : hac en amser ma edo Arc’hescop e lacaas ar memes peoc’h etouez e bobl, dre e zouçder admirabl pehihi a c’houneze calonou an oll, hac a ree da bep-unan e garet, e respeti, hac oboissa dezàn e pep tra. C’hui Mistri pere a dræt ec’his esclavet ar re a so didannoc’h, pe en ho servich, a songeal a rit-hu ez int tud evel-d’oc’h ? Ha songeal a rit-hu er faut a goumetit, oc’h o lacaat evel-se da gaout marteze cals a droug ouzoc’h ?

Mar deo obliget ur Mæstr en e dieguez da gaout douçder ha carantez evit e servicherien, peguement muyoc’h na dle-èn quet caout evit e vugale hac e bried.



An eil-var-nuguent a viz Ebreul.


SANT SOTER, PAB HA MERZER.


————


Ar Sant-mâ, quer recommandabl dre e garantez ha dre e alusennou bras, a oa guinidic eus ar Guær a Fondi e Rouantelez Naples. Dont a reas da ober e zemeuranç e Rom, e pelec’h, goude beza bet consideret evet ur Sant, ha beza bet chezlaouet evel un Oracl ; e oue choaset evit Pab goude maro Sant Anicet.

Ar Bersecution gruel a reas an Ampalaer Marc-Aurel d’ar Gristenien, a roas dezàn occasion da exerci e garantez vras quen e Rom, quên er Broyou pella eus an douar.

Ne d’ê quet e Rom hebquen ez oa persecutet ar Gristenien, mæs c’hoas e pep carter eus ar Bed :