Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Ebreul.
281
Sant Anselm.

ar Sant a c’hounezas heb dale o sperejou hac o c’halonou dre e zouçder, dre e humilite ha dre e batiantet. Dre ar voyen-se e teuas da veza caret ha respetet gant an oll, hac e lequeas ur peoc’h hac un union gaër etouez e Religiuset, da bere e inspiras ive un desir bras eus ar berfection.

Ar brud eus e Santelez a yeas quer pell ma oa enoret, non pas hebquen gant an Isquibien, mæs c’hoas gant ar Pab Gregor seizvet, pehini a scrivas dezàn lizerou leun a deneridiguez dre bere e recoumande an Ilis universel d’e bedennou.

O veza het græt Arc’hescop a Gantorberi e Bro-Sauz, e lequeas ur reglamant vad etouez e bobl, quen dre e instructionou santel, quen dre e zouçder vras hac admirabl ; hac e composas cals a Levriou e pere e remerquer un doctrin hac un devotion ravissant, ispicial pa barlant var excellanç an Itron Varia.

Epad e glènvet e reas e zouguen bemdez d’an Ilis evit clevet an Oferen ; ha pa santas e tostee e heur, e reas lenn dirazàn Passion hor Salver. Mervel a eureu er bloaz 1109, oaget a c’huezec vloaz ha tri-uguent.

Maximou spirituel Sant Anselm.

1. Evel coustianç ar re vechant ne hean d’o zourmanti e peb léc’h, coustianç ar re vad a so ur sourcen a joa hac a gountantamant evit-o.

2. An nep ne laca quet e studi da brofita ha da avanç bepret er vertuziou, a so en danger d’en em goll

3. Ur merq eo eus ur speret simpl pe superb, counta e vertuziou hac e euvrou mad ; an den, vertuzus, elec’h coms anezo en deus sourci d’o c’huzet.

4. An orgouil pehini a zeu eus ar graçou bras a recever digant Doue, a so pirillus meurbet ; seulvui a c’hraçou hoc’h eus recevet, seul humploc’h e tleit beza.

5. Ma ne zeufe quet an drouc-speret da dempti an eneou santel, e veent marteze en danger d’en em goll dre ar vanite hac an orgouil : mæs seul-vuy ez