Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Ebreul.
285
Sant Georch.

faver eus an Ampalaer, pehini er greas unan eus e Officerien vrassa ; mæs ar faver-ze ne badas quet pell. Diocletien, pehini a oa payen, o veza un devez assamblet e officerien, a zisclerias dezo an dessin en devoa da zistrugea ar Gristenien dre e oll Rouantelez. Peguer cruel ha peguen impi bennâc ma oa dessin an Ampalaer, nicun na grede e zisaprouvi ; hac an darn-vuya anezo,dre ur respet ha dre ur gomplesanç milliguet, en approuvas hac er meulas. Ne voe nemet Sant Georch pehini a soutenas en occasion-ze caus ar Gristenien, en ur repreisanti d’an oll Assamble gant cals a nerz penaus ez oa un dra a-enep ar justiç punissa tud innoçant. Diocletien, en ur aznaout dre gomsou ar Sant penaus e oa, non pas hebquen Cristen, mæs c’hoas Protector ar Gristenien, a reas e zerc’hel er prison. Cousgoude, evel m’en devoa queuz da goll un Officer quer couraichus, ha pehini en devoa rentet dezàn quement a servichou mad, e reas e bossubl evit e c’hounit dre gaër ; mæs, oc’h e velet bepret ferm ha constant er memes santimant, e roas urz d’e lacaat e creiz ur Rôd goarnisset en diabarz a vegou houarn, gant pere e oue roguet ha dispennet e gorf. E batiantet hac e joa o souffr un tourmant quer cruel a gonvertissas un nombr bras a Bayanet ; mæs an Tirant, o chom bepret obstinet, a reas erfin e zibenna. E Verzerinti a erruas var dro ar bloaz 290.

REFLEXION.

An Ampalaer Diocletien a broposas d’e Officerien an dessin cruel en devoa da zistrugea ar Gristenien. An darn-vuya anezo, pere ne glasquent nemet pligeout d’an Ampalaer ha caout e c’hraç-vad, a gonsantas gantâ, hac a zeuas memes d’e veuli, dre ur respet ha dre ur gomplesanç milliguet. Mæs Sant Georch pehini n’en devoa respet humen ebet, dre na zouguen nemet Doue, a soutenas e pirill e vuez caus ar Gristenien. Ha c’hui hoc’h eus ar gouraich da souten ar virionez hac an innoçanç en occasionou ma illit ha ma tleit memes e ober ? Pa velit tud paour grevet ha foulet, ne zeut-hu quet marteze dre ur respet humen