beaurien. E dad a lavaras dezâ erfin : joa e guene, va mab, ma carit ar beaurien, netra na zere muy ous un Digentil Cristen : countant oùn e roac’h an alusen, mæs non pas e prodigac’h ho madou. Doue ra viro, va zad quer, eme Joachim, e raën birviquen netra a-enep hoc’h urz : va desquet hoc’h eus ez ê da Jesus-Christ e reer an alusen, pa er greer d’ar paour : Jesus-Christ a so puissant avoalc’h evit hon recoumpansi. E dad en em santas touichet o clevet ur respont quer fur gant ur c’hrouadur.
Joachim a save aviziou en nos evit pidi Doue. E dad, o veza santet e save evelse, a c’houanteas goüt petra ree d’ar mare-se. Un nosvez er galvas, hac, evel ne responte quet, ez eas betec ennan : e gaout a reas gant ur visaich anflamet, e zaou-lagat savet etrezec an Eê, hac ur joa merquet var e faç, pehini a ree da aznaout a bebes douçder interior ez oa carguet e ene. Quer ravisset ez oa e Doue na zeuas quet memes da velet na da glevet e dad.
D’an oad a bevarzec vloaz en em rentas Religius eus a Urz an Tadou Servitet, pere a ra Profession special da enori ha da servicha an Itron Varia. E humilite vras a viras ountâ na recevas an Urzou Sacr ; cousgoude e teue tud a bep lec’h d’e gaout evit profita eus e avisou mad ; e gonversation santel a ree quement a impression var ar c’halonou ma proculas conversion un nombr bras a dud ; e exempl hac e bedennou-mad ne servichent quet neubeutoc’h da c’hounit eneou da Zoue ; ober a eureu ive crisqui dre ar c’hanton an devotion en endret ar Verc’hes Vari.
En ur exhorti un deiz d’ar batiantet un den paour, pehini a goueze e drouc-sant, an den-ze a lavaras dezàn e oa aez da nep so yac’h exhorti d’ar batiantet ar re glàn. Joachim dre ur burzud a garantez a bedas an Autrou-Doue da rei dezàn e-unan an drouc sant, ha da zilivria ar paour quæz-se. E beden a oue chezlaouet ; an den affliget en em gavas pare, ha Joachim a voa, bete fin e vuez, affliget eus an drouc-ze. Doue a zisquezas dre ur miracl caër peguen agre-