Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
16 Ebreul.
An Den eurus Joachim.

abl oa dezàn un act quer bras a garantez. Joachim en ur servicha un deiz an Oferen, a gouezas d’an douar gant e zrouc-sant, mæs ar c’houlaouen pehini en devoa allumet evit ar gorreou, hac a zalc’he en e zorn, a chomas e-unan en e sao en ær, queit ha ma padas an accidant.

Quen alies e vie extasiet ma seblante ne voa nemet e gorf var an douar, hac e jouisse dija e ene eus ar vision a Zoue. Ar re a aznaye e vertuziou bras ne doant quet souezet ma receve quement a faveriou digant Doue ; beza en devoa un humilite doun ha parfet, un devotion tener, ur garantez ardant ; e vuez a oa ur yun continuel : castia a ree e gorf innocant gant pep seurt instrumanchou a binigen ; ha cousgoude ne selle morse eus e Grucify na rebeche dezâ e-unan e vuez re æz ha re dilicat.

Erfin, d’an oad a seiz vloaz ha daou uguent e rentas e ene santel da Zoue, da zez guener ar groas eus ar bloaz 1305.

REFLEXION.

Ur merq vad eo er vugale beza devot d’ar Verc’hes Vari. O fidelile hac o ferseveranç en exerciç eus an devotion-ze a vezo bepret evit-o ur sourcen a c’hraçOu hac a venediction.



Ar seitecvet devez a viz Ebreul.


SANT ANICET, PAB HA MERZER.


————


Sant Anicet, an daouzecvet Pab abaoue Sant Pêr, ha guinidic eus a Syrii, en devoa ur speret dreist ar gommun hac un aznaoudeguez parfet eus ar Scritur Sacr. Tremen a ree ouspen-ze evit unan eus ar santela Bæleyen eus ar guær a Rom. Ur vertuz hac ur milit quen excellant a reas ma voe choaset evit gouarn an ilis goude maro ha Merzerinti ar Pab Sant Pii.