Sortial a rit-hu victorius eus ar goumbat ? Ha c’huy en em les da veza trec’het gant hoc’h Adversour ? Pebes iscus hoc’h eus-hu, pa en em lesit da veza trec’het gant an demptation ? Fragil oc’h ha sempl, a leverit-hu, mæs ar c’hraç a so cre ha puissant ; finessaou an drouc-speret a so bras, mæs Doue hoc’h eus evidoc’h hac en tu gueneoc’h. Perac eta ez oc’h-hu trec’het, nemet abalamour ma zoc’h ul laich hac un disleal, abalamour n’hoc’h eus quet recours da Zoue, na belleet quet dious an occasionou, ha na resistet quet ous an demptation en e c’houmançamant.
Pa viot temptet, quemerit couraich ha dalc’hit mad ; an demptation ne bado quet pell. Mar counsantit d’an demptation, ho pezo ur c’heuz diremet goudese ; mar resistit out-y, e santot ur gountantamant hac ur joa vras en hoc’h ene.
r Servicher fidel-mâ da Zoue, guinidic eus a Sieen,
en devoa a vianic pep seurt qualiteou mad : ha dre-ze
e oa caret meurbet gant e guerent ha gant an
oll ; mæs admira a reent ispicial e garantez vras evit
ar beaurien hac e zevotion en andret ar Verc’hes
Vari. Adalec neuse en em accustumas da lavaret en
he enor un Ave Maria, quel lies gueich ma vele un
imaich bennâc anezi, hac e viras ar c’hustum vad-se
bete fin e vuez.
O veza crouadur yaouanc n’en em gountante quet da rei d’an dud paour an oll arc’hant a vie roet dezàn evit e bligeadurou, importuni a ree c’hoas bepret e guerent evit rei an alusen gant larguentez d’ar