Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Ebreul.
269
Buez Per Gonzalez.

lite a ziarbenne e bredicationou, hac a zispose ar bec’herien d’ar binigen : evelse ivez e convertisse an darn-vuya eus e auditoret.

Mæs Doue, pehini ne falle quet dezàn hebquen santifia e servicher dre an actionou santel ha burzudus-ze, mæs c’hoas purifia e vertuz dre an tribulation, a bermetas ma voe emprouet dre temptationou bras, pere na zlie nemet da renta e vertuz puroc’h ha caëroc’h. Ur vreg, pehini a gundue ur vuez fall, o veza en sollicitet da bec’hi, an den santtel, evit mouga an tàn infernal-ze, en em daulas dirazi var ar glaou beo en ur lavaret dezi : va merc’h, chetu amâ ar remed bras eus ho clènvet. Ar vreg-se estlamet en em lequeas da grial misericord, da c’houlen pardon digant Doue ha digant ar Sant, ha d’e bidi d’en em denna dious an tàn ; ha distrei a eureu quer parfet ous Doue, ma tremenas an nemorant eus he buez en exerciç eus ar binigen.

Erfin, ar servicher bras-mâ da Zoue en ur brezec er bloaz 1240 er guær a Duy e Galiç, a gouezas clàn. Petra bennâc ma oa uset gant an oll fatig en devoa bet, ha m’en em sante sempl, ne heanas quet da labourat epad ar sizun santel ; ha, goude beza recevet d’ar Sul-Fasq e oll sacramanchou, gant ur fervor nevez, e tremenas eus ar vuez mortel-mâ da ur vuez eürus ha glorius.

REFLEXION.

An aël a servich da netaat an yd, da separi ar greun dious ar plous ; an tourmant a zeu da greaat ar guez, en ur ober dezo poulsa griziou dounoc’h en douar, an agitation eus ar mor a vir na zeu d’en em gorrompi, an ærc’h a dom an douar ; ar goumbat a emprou couraich an den ; an infirmite a gonserv an humilite ; hac an demptation a servich da emproui hor fidelile hac hor c’harantez e quêver Doue.

An aour hac ar plous a lequeer en tàn ; mæs an aour a vez pureet ha rentet caëroc’h gant an tàn, hac ar plous a zeu da sevi. Penaus en em gomportit en demptation ? Ha c’huy so aour ? Ha c’huy so plous ?