Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
14 Ebreul.
Santes Liduvina.


Mar voa bras he fatiantet, e c’harantez evit he nessa ne voa quet neubeutoc’h admirabl. Pa velas ez oa he mam prest da vervel, e ofras evit-y da Zoue an oll boan hac an oll anquen e devoa anduret bete’n amser-ze, evit obteni dezi ar c’hraç da gaout ur maro eürus.

Un den dibauchet bras o veza deut un deiz d’e guelet, ar Santes, goude beza en exhortet da cench buez, er pedas en han-Doue da chom un nosvez gourvezet var ur memes costez hep flaich, ha da songeal er poaniou diremed a andur an eneou maleürus en Ifern. An den-ze a sentas out-y hac en em gonvertissas.

An Holand o veza affliget gant ur c’hlènvet horrubl, Liduvina, touichet o velet affliction ha desolation ar bobl, a bedas an Autrou Doue da appesi e goler, ha d’e affligea e-unan hebquen.

He c’harantez evit an eneou eus ar Purgator a ree ive dezi offri alies, da Zoue evit o soulageamant ar poaniou bras a sante en he c’hlènvejou.

Erfin, oaget a dri bloaz hac hanter-cant, ez eas da receo en Eê ar Gurunen en devoa militet dre he fatiantet. Mervel a eureu er bloaz 1433.

REFLEXION.

Ar Santes-mâ a so bet affliget gant clènvejou bras epad eiz vloaz ha tregont, hac o souffret e deus bepret gant peoc’h ha gant joa. Ar c’hlènvet a so ur presant digant Doue, hac a so alies profitaploc’h eguet ar yec’het, petra bennâc ne d’ê quet quen agreabl. Doue en deus e zessin pa ro deomp ar c’hlènvet : beza ez-eo pe evit hor punissa abalamour d’hor pec’hejou, hac evit hon tenna anezo, pe evit hon emproui ha rei deomp occasion da vilitout.

Pa viot clàn var ho quele, songit ez oc’h var ar guele-ze evel var ur Groas, ha considerit gant pebes patiantet emedo Jesus var e hini. Songit ez eus cals a dud paour abandounet en o c’hlènvet, pere a souffr muy c’hoas evit na rit-hu ; songit er boan a andur an eneou er Purgator, hac en em istimit eürus ma