Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Ebreul.
267
Santes Liduvina.

ro Done deoc’h ar c’hraç da ober ho pinigen, pe da viana darn anezi, er bed-mâ.

En amser an adversite hac er c’hlènvejou e aznavezer an dud just dious ar re impi ; rac, eme Sant Cyprian, an den impi, pa stourm un dra bennâc ountâ, pa erru gantàn ur boan pe un affliction bennâc, a zeu da vurmuli ha da vlasfemi ; elec’h er c’hontrol e aznavezer an den just dre e batiantet.

Eil Reflexion. Santes Liduvina a gonvertissas un den dibauchet-bras, en ur ober dezàn songeal un nosvez e poaniou an Ifern. Pelec’h ema an den hac a raë ar pec’het ma sonche a barfetet er poaniou diremed-se ? Ma ve elumet un tan bras dirazoc’h, ha lavaret deoc’h : mar grit an drouc-se, pe ar goal action-ze, e viot punisset rac-eon, e vezo lequeet ha dalc’het ur maread-amser e creiz an tan-ze ho torn pe ho troat ; ha ne ve nemet e spaç ur Bater, pehini a zeufac’h-u da c’hoas ? Peguer mad e tivollac’h-hu neuse gant aoun rag ar bunition-ze. Mar d’ê capabl ar spount rac ur punition eus ur c’hard’heur, ha memes berroc’h, da zistrei dious an drouc un den mechant ha goal-intantionet, pebes impression na dle quet ober var ho speret ha var ho calon ar spount hac an horrol eus an Ifern ! Pa viot eta temptet da bec’hi, en em liquit da gonsideri ar flammou devorant hac eternel reservet d’ar bec’herien : dre ar voyen-se e trec’hot ar brassa temptationou.



Ar pemzecvet devez a viz Ebreul.


BUEZ AN DEN EURUS PER GONSALEZ,
EUS A URZ SANT DOMINIQ.


————


Per Gonsalez, guinidic a Spaign, goude beza deut habil dre speret bras ha penetrant, en em rentas den a ilis, ha ne zaleas quet da gaout ur benefiç