Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

rionez eus a Religion e vab, ha cousgoude e varvas Heretiq. Recareed, breur d’ar memes Sant, a oue furoc’h : deplori a reas maler e dad, hac e heulias exempl e Vreur santel.

Petra servich aznaout ar pez a dleer da ober, ma ne reer quet ar mad a ouzer ? Quemense ne ra met hon renta coupaploc’h.

Na heuliomp morse ar goal exempl ; n’en em gontantomp quet cousgoude a guemen-se, greomp c’hoas hor possubl da imita an exemplou mad a velomp.



Ar pevarzecvet devez a viz Ebreul.


SANTES LIDUVINA, GUERC’HES.


————


Pliget gant Doue, pehini hervez ma tesq deomp an Abostol Sant Paul, a so un Doue a batiantet hac a gonsolation, rei deomp ar memes desir hac ar memes couraich da anduri gant patiantet un dra bennâc evit tâ, evel m’en deus roet da Santes Liduvina.

Ar Santes-mâ, guinidic eus an Holand, ha paour a vadou ar bed, a gavas cousgoude meur a fortun-vad, dre’n abec me devoa ur guenet bras ha cals a furnez ; mæs ar plac’h santel-ze, pehini e devoa c’hoas muy a vertuz evit a c’henet, hac a zesire ispicial conservi he virgine epad he buez, a bedas an Autrou Doue da lemel diganti ar guenet-se, ha de renta difæçoun, evit na zeuzie muy den d’e goulen e dimizy.

Da benn neubeut amser e clanvas, ha Doue, evit ober anezi un exempl bras a batiantet, a bermetas ma voe affliget epad eiz vloaz ha tregont gant clènvejou quen estrainch ma oa un eus e guelet ; ha bepred e anduras he foan gant ur peoc’h admirabl ha gant ur joa vras interior. Comprenomp dre eno peguement a ell ar c’horf da souffr, pa vez an ene leun a garantez Doue.