Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Ebreul.
259
Sant Maquær.

daëlou a scuiller er moument ëurus-se, ne dint-y quet da veza preferet d’an oll joa eus ar bed ? O va Doue, mar santer quement a gontantamant o vouela evidoc’h er bed-mâ, pebes joa na santim-ni quet oc’h en em rejouissa gueneoc’h en Eê !



An unnecvet devez a viz Ebreul.


SANT LEON, PAB.


————


Sant Leon en devoa ur speret quen excellant hac ur vertuz quer parfet ma er choasas ar Pab Sant Celestin evit e Secretour. Ebars ar Garg-se e roas mercou eus ur furnez hac eus ur brudanç dreist-ordinal. Goudeze e servichas cals d’ar Pab Sant Sixt, hac ar Pab-mâ, o veza deut da vervel, e oue choaset evel ar c’hapapla hac an dina da zerc’hel e blaç.

Evel ma aznaye parfetamant ar stad eus an Ilis, ne songeas nemet da bourvei d’e ezomou. Coumanç a reas dre ober er Guær a Rom an oll mad a oa da zesirout en-hi, hac er c’harteriou pella eus ar bed cristen ne zalezont quet da santout an effejou eus e vigilanç hac eus e sourci pastoral. Trec’hi a reas an Heritiquet dre e Zoctrin ha dre e Scridou ; ober a eureu assambli ar C’honcil general a Galcedoan, ê pehini e assistas c’huec’h cant ha tregont Escop. Biscoas an Ilis ne devoa bet er memes amser quement a adversourien da goumbati, ha biscoas ive ne devoa gounezet quement a victoriou evel ma c’hounezas dre ar vigilanç a dre ar zêl ardant eus ar Pontif santel-mâ.

Preservi a reas ive ar Guær a Rom eus a veur a zrouc. Ur Roue barbar, hanvet Attilla, o veza deut en Italy gant un arme terrubl, a lequeas e tan hac e ludu meur a Guær ha meur a Ilis. An Habitantet eus a Rom, pere en em vele exposet d’ar memes malher, o devoe recours d’o Fastor santel ; ha, leun a fizianç er faver en devoa dirac Doue, er pedzont