Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
10 Ebreul.
Sant Maquær.


O remercout ne alle quet chomm pell en ur plaç heb beza istimet hac enoret, e coumanças beva evel ur Pelerin, en ur esperout penaus o cench quarter ne vize quet aznavezet, hac e vize exposet da veza dispriget ha rebutet ; mæs Doue pehini en devoa inspiret dezàn dre ur vocation special ar sonch da veagi, evit disquez ennàn da veur a bopl un exempl parfet a vertuz, na bermetas quet e chomze cuzet ur Sclerigen quer bras. Ar Sant a ree burzudou dre quement plaç ma tremene. E Coloign e pareas e Hostis eus a un drouc-Sant ; e Maliin e vougas un tân goall fuloret meurbet ; e Cambre un Æl a zigoras dezàn dor an Ilis ; e Maubeuge e oue quemeret evit ur Profet bras ; e Tourne e cavas ur revolt etouez ar bopl, an habitantet armet an eil a-enep eguile ha prest d’en em laza-oll. En em lacât a eureu en o c’hreiz gant ar grucify en e zorn, hac, heb beza aznavezet gant nicun anezo, e parlantas out-o gant quement a nerz ma taulzont o armou a gostez ha ma en em unanzont var an heur.

Erfin ez eas d’ar Guær a Gand. Ar Guær-se o veza disolet gant ar vocenn, an habitantet en em recoumandas d’e bedennou. Ar Sant a c’houlennas digant Doue ar c’hraç da vervel e unan gant an drouc-se ; ha ma vize dilivriet ar Guær eus ar c’hlènvet : Doue a sezlaouas e beden ; mervel a reas e-unan evel m’en devoa goulennet, er bloaz 1012, hac er moument ma varvas, e heanas ar c’hlènvet er vro.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a scuille ur mor a zaëlou abalamour da bec’hejou e bopl. Ar guella usaich a illit ober eus ho taëlou, eo gouela ho pec’hejou hac ar re ho nessa. Petra servich deoc’h o impligea da zeplori ho miseriou ? Reservit-y evit gouela ho pec’hejou, hac e vezint profitabl deoc’h.

Peguen douç eo gouela e bec’hejou, pa zeu Doue da gonsoli ar re o gouel ! Ha ne d’ê quet guir penaus biscoas n’hoc’h eus en em gavet countantoc’h eguet en amser ma hoc’h eus gouelet ho pec’hejou ? An