Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
11 Ebreul.
Sant Leon.

dre ho c’hry ha dre hu daëlou d’o dilivria eus un danger quer bras.

Ar Pastor mad ha carantezus en ur lacaat e oll fizianç en hini a zalc’h en e zaouarn calonou ar Rouane, a yeas quer buan da gaout Atilla : coms a reas ountâ gant un nerz, gant ur vajeste, ha gant ul loquanç quer bras, ma teuas ar Roue-se da zistrei var e guiz. Ar Roue Genseric, o veza ur veich-all surprenet ar Guær a Rom, a bermetas d’e soudardet pilla quement a alzent caout. Sant Leon a obtenas digantâ na vize quet devet Quær, na vize lazet den, ha ma vize espernet an Ilisou. Un dristidiguez hac ur baourentez vras a oa e Rom : ar Pastor santel a reas santout d’e bobl penaus ar pen caus eus a guement a maleriou oa o ingrateri e quêver Doue, an disprigeanç o devoa græt eus e avertissamanchou, hac an dispignou væn ha foll o devoa graet a ziaguent: o c’honsoli a reas goudese hac o sicour dre e alusennou.

Erfin ar Pap bras-mâ, tad ar beaurien, sclerigen ar bed cristen, hac admiration ar bed-oll, a yeas da receo e recompans en Eê, er bloaz 461, goude beza gouarnet an llis epad ur bloaz var-nuguent.

Leset en deus dre scrid tri c’hant ha seitec instructionou gaër, leun eus a un doctrin celestiel ha divin, var ar mysteriou eus ar Religion, ha var ar Goueliou principal eus ar bloaz. Chetu amâ hinienou eus e Maximou Spirituel.

1. Ar furnez Cristen ne gonsist quet o coms nac o ræsouni mad ha just var traou caër hd santel memes, mæs er guir humilite.

2. Tri seurt euvrou mad so, an Oræsoun, ar Yun hac an Alusen. Dre an Oræsoun e tostaomp ous Doue dre ar yun e vortifiomp ar c’hicq ; ha dre an alusen e satisfiomp evit hor pec’hejou.

3. Nep en deus carantez evit Doue hac evit e nessa, a ell cridi e ma Doue ennàn, hac ez ê gouarnet gant Doue.

4. Ne deus a dristidiguez santel nemet an hini a ra deomp gouela evit hor pec’hejou, pe evit pec’hejou ar re-all.