Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Ebreul.
241
Sant Frances a Baul.


Maximou Spirituel Sant Frances a Baul.

1. Calon an den ne vezo biquen countant nac e repos ma ne d’e vertuzus ha devot.

2. An hini pehini ne d’ê quet humbl, ne d’ê e guirionez na devot na vertuzus.

3. O peguer bras ê Doue ! O peguer bihan ha peguer dister eo an den ! Mæs pa ze un Doue en em rentet bihan, pa ze en em humiliet hac en em aneantisset, pelec’h en em lacaï an den ?

4. An humilite hac ar garantez a so an daou fondamant eus ar berfection gristen.

5. En em gonsiderit bepret evel an diveza hac an distera eus an oll, ha mar digouez deoc’h lavaret quemense ac’hanoc’h hoc’h-unan, livirit-èn en ho calon abars e brononç a c’henou.

REFLEXION.

An humilite eo ar fondamant eus an oll verluziou, hac a denn pep seurt graçou eus an Eê. En em exerçomp eta er pratiq eus ur vertuz quen necesser ha quen avantaichus. Evit ma vezimp humbl, ne faut nemet antren enomp hon-unan, consideri hor fragilite, hor sempladurez, hon neant hac hor pec’hejou. Peguen dister ve ar santimant hor be ac’hanomp, ma sonchemp a barfetet e quemense, ha ni a grete neuse en em breferi d’ar re-all, na songeal memes e vemp couls hac int-y ? Neuse e teufemp d’en em zisprigeout hon-unan ; neuse e velfemp sclær penaus e vilitomp beza dispriget gant an oll, hac e soufremp a galon-vad an injuriou, pe da viana gant patiantet hac heb en em glem.



An trede devez a viz Ebreul.


SANTES MARI EGYPTIANES,
PENITANTES.


————


Mari Egyptianes a guitaas en he yaouanctis he c’herent evit mont d’ar Guær a Alexandrii : eno e cunduas