Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
2 Ebreul.
Sant Frances a Baul.

er Guær a Napl. Pa dremenas dre Rom, ar Pap en recevas eguis un Æl eus art Eê. Pa antreas er Guær a Borm e Provanç, pehini a oa affliget gant ar Vocenn, ar re glàn en em gavas pare. Recevet e voue e Franç evel un Den pehini a zeue abers Doue. Ar Roue gant e Brincet a zisquennas evit e ziguemeret, hac en recevas gant quement a enor hac a respet evel pa vise bet ar Pap. Ar Roue, en ur postur humbl, er pedas da bidi Doue da asten dezan e vuez.

Ar Sant a respontas gant ur Profet : Prinç bras, buez ar Rouane o deus e zermen evel hini ar re all : grêt hoc’h eus din dont amâ evit obteni deoc’h digant Doue ur vuez hiroc’h, ha Doue am digaç betec enoc’h evit ho tisposi da ur maro santel. Ar Roue, pehini en devoa bet bele neuse ur spount bras racar maro, a chezlaouas an Arrêt-se gant ur soumission quer bras ma voa soueset an oll. Goude beza reglet e afferiou, dre avis an Den santel, pehini a dremene gantàn diou pe deir heur bemdez, e varvas erfin etre e zivrec’h, gant ur resignation parfet da volonte Doue ha gant santimanchou caër a zevotion.

Mæs ar pez a so admirapla eo comportamant ar Sant bras-mâ, pehini a voa bepred quen humbl, quer paour, quen interior ha quer mortifiet e creiz an enoriou-ze, evel pa voa en e Hermitaich.

Herfin en den Doue-mâ quen enoret ha quen humbl, ar Profet-mâ pehini en devoa gret quement a Viraclou, goude bezâ guelet e Urz fountet en Italy, e Franç, e Spain hac en Allemaign, admiret gant an oll bobl ha leun a vilidou, oc’h en em gaoul clàn, a reas da Yaou Amblit e sicour da vont d’an Ilis ; e pelec’h e coëssas hac e recevas ar Goumunion ; hac, o veza græt e zouguen d’e gampr, e varvas antronos da zez Guener ar Groas, er bloaz 1507, oaget a unnec vloaz ha pevar-uguent.

E Gorf santel a chomas meur a zevez exposet en Ilis, evit countanti devotion ar bobl pehini a zeue e foul d’e velet. Da benn unnec devez goude ma varvas, e voe lequeet en e Vez, hac e oa quer fresq evel pa vise bet leun a vuez.