ur vuez direglet, hac e couezas er brassa disurz. Ar Plac’h-mâ, o velet un deiz ur foul vras a dud o vont da Jerusalem evit celebri Gouel Exaltation ar Groas, a yeas ive dre gompaignunez gant ar re-all ; mæs pa falvezas dezi antren en Illis, e voe arretet gant un Dorn invisibl. Compren a reas ervad penaus oa he c’hrimou a vire ou-ty na elle guelet ar Groas Sacr var behini en devoa accomplisset Jesus-Christ Redemption ar bed-oll. Neuse e coumancas gouela hac hirvoudi gant ur glac’har hac un horrol bras ous he fec’hejou tremenet ; hac, o velet a-bell Imaich an Itron Varia, e lavaras gant ur galon mantret hac humiliet : Mam a visericord, ha Rejuich ar bec’herien, sellit a druez ous ar vrassa pec’heres eus ar bed : ne veritàn quet receo an aboundanç-se a c’hraçou a zeu Doue da scuilla en devez-mâ var an eneou pur ; mæs na reüsit quet din ar gonsolation da velet ha da adori ar Groas Santel var behini en deus va Salver scuillet e goad evit silvidiguez va ene, hac e prometàn e quitain ar bed, evit gouela bete fin ma amser ar c’hrimou eus va buez. Neuse e antreas en Ilis heb ampechamant ebet : en em brosterni a reas dirag ar Groas Sacr, en ur arousi ar pave gant he daëlou ; ha, goude beza purifiet he Ene dre ar Sacramant a Binigen, e paitias evit mont er Solitud, e pelec’h e praticas ur binigen eston epad seiz vloaz ha daou-uguent, en ur veva gant griziou lousou hebquen.
Un Hermit santel, hanvet Zosiim, o veza eet un deiz doun en Deserz en rancontras. Seblanti a ree dezàn guelet ur spês, quement a voa cenchet ha difiguret gant an heaul hac an amser ; mæs ar Santes en em strincas d’e dreit oc’h e c’hervel dre e hano petra bennâc n’e devoa biscoas e aznavezet : Tad Zosiim, emezi, roït, me ho ped, ho penediction d’ar vrassa pec’heres eus an douar. Discleria a reas dezâ an disurzou eus he yaouanctis hac ar gombajou horrubl e devoa bet da souten : an temptationou bras abers an drouc speret hac abers ar c’hiq, gant pere ez oa bet tourmantet epad seitec vloaz en deserz memes ; hac e ajoutas erfin penaus ma ne voa quet en em gollet,